Bogurodzica

Eus Wikipedia
Marc'heion bolonat (ar XVIvet-XVIIvet kantved sur a-walc'h) o kanañ Bogurodzica en ur vonet d'an emgann. Livadur gant Józef Brandt

Bogurodzica (Theotókos, "Mamm Doue") zo un azeulgan katolik polonat eus ar Grennamzer, skrivet etre an Xvet hag an XIIIvet kantved hag a oa deuet da vout kan broadel ar Stad polonat d'ar mare-se.

Kanet e voe bet Bogurodzica a-raok emgann Grunwald (Žalgiris evit Lituaniz ha Tannenberg evit an Alamaned) gant marc'heion Polonia. An emgann-se a enebas Lituaniz ha Poloniz renet gant Lituaniz Vytautas ha Jogaila/Jagiełło, ouzh ar varc'heion deutonek renet gant Ulrich von Jungingen.

Lakaet eo bet e stumm rock gant strolladoù polonat a-vremañ.