Bili

Eus Wikipedia

Bili.

Bili[1] pe mein aod[2] a zo mein, bihan pe vihanoc'h, damgelc'hiek alies, deuet da vezañ flour o gorre dre vezañ ruilhet ha diruilhet gant dour ar mor pe dour ar stêrioù. Un dachenn dindan vili a zo ur "vilieg". Kavet e vez irvi bili ivez, anvet an "Erv-vili" e Breizh.

Implij ar bili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tisaverezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En tisaverezh e veze implijet bili evit kreñvaat ar mogerioù pe er pri-raz (meskajoù doare pri, plouz ha bili da skouer). Implijet ez eo ivez evit sevel mozaikennoù.

E-pad an Eil Brezel-bed ec'h implijad an Alamanted kalz mein-aod evit sevel ar pri-raz evit Moger an Atlantel. Un uzin a oa bet savet er vro-Vigoudenn hag a zo tu da welet he dismantroù hiziv-an-deiz c'hoazh (Uzin drailhañ bili Tregeneg)[3].

En arzoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e vez a-wechoù ar bili en arzoù evit bezañ arouez d'an natur c'hlan. An tu a zo d'o implij ivez evit tresañ gant pentur warnañ, pe e kizellañ[4].

Implijet e vez skeudenn ar bili en arzoù hag el lennegezh, dreist-holl evit diskrivañ un dra bennak pe unan bennak kozh. A-wechoù e vezo implijet evit diskouez ne gemm ket an traoù, doare meulgan d'an amzer dremenet(Daveoù a vank).

Bilienn gizellet gant penn un doue Kartadan e mirdi broadel Bardo (Tunizia)

Er relijion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bili a zo bet kizellet gant pennoù pe tresoù doueed. Gant ar Yuzevien e vez lakaet bili pe mein bihan war ur bez evit enoriñ ar re aet da anaon.


Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger Bili er
wikeriadur, ar geriadur frank.