Bia (doueez)

Eus Wikipedia

Bia (henc'hresianeg : βία, "taeroni") eo doueez an Nerzh diroll e relijion Hellaz kozh.

Merc'h eo da Titan ha Stiks. C'hoar eo da Nike, Kratos, ha Zelos, hag evelte e veze gant Zeus, mestr an doueed, dalc'hmat. Dont a rae an enor-se abalamour d'o skoazell roet dezhañ, a-gevret gant o mamm, da vare Brezel an Ditaned.

Meneg eus Bia zo er pezh Prometheus Ereet, skrivet gant Aisc'hylus, ma weler Hefaistos rediet gant an doueed da stagañ Prometheüs war-lerc'h ma voe tapet o laerezh an tan d'e ginnig d'an dud varvel.