Bernard-René Jourdan de Launay

Eus Wikipedia
Bernard-René Jourdan de Launay
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denBernard-René Jordan de Launay Kemmañ
Anv ganedigezhBernard-René Jordan de Launay Kemmañ
Anv-bihanBernard Kemmañ
Deiziad ganedigezh9 Ebr 1740, 8 Ebr 1740 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPariz Kemmañ
Deiziad ar marv14 Gou 1789 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvstab wound Kemmañ
BugelAdrienne Renée Ursule Jourdan de Launay Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Michermilour Kemmañ
KargGovernor of the Bastille Kemmañ
Bernard-René Jourdan de Launay
Bernard-René Jourdan de Launay

Bernard René Jourdan, markiz de Launay (8 pe 9 a viz Ebrel 1740 ha marvet d'ar 14 a viz Gouhere 1789, a oa gouarnour diwezhañ toull-bac'h ar Bastille. Mab ar gouarnour e oa ; e penn gwarnizon an toull-bac'h roueel e oa d'ar 14 a viz Gouhere 1789, pa voe taget ar Bastille gant pobl Pariz.

An istorour Simon Schama a daolenn de Launay evel "emskiantek a-walc'h ha strizh"[1] fonksioner, a rae brav d'ar brizonidi gwelloc'h evit na oa bet graet gant e diaraogerien. Ar Marquiz de Sade, a oa bet kemmet toull-bac'h adalek ar Bastille d'ur prizon all dres a-raok ar 14 a viz Gouhere, en doa embannet e oa de Launay "un danvez markiz hag en doa un tad-kozh a oa bet mevel".[1]

Marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

De Launay a oa da vezañ kaset e ti kêr Pariz. War an hent e voe lazhadeget gant tud kounnaret. Taolioù kleze-fuzuilh hag un tenn a vez roet dezhañ. Hervez an testoù ez eo Launay e-unan en devoa roet lañs d'al lazhadeg. Roet en devoa un taol troad d'ur c'heginer anvet Desnot ken ma oa strafuilhet. Troc'het e voe e benn gant ur gontell ha lakaet war ur pik pourmenet dre kêr.

Eñvorennoù fall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Antoine de Rivarol, en doa « kollet e benn, a-raok ma voe troc'het dezhañ».

Ken fall e oa gwelet ar gwarnour ma voe goulennet gant ar baron Besenval, penn milourel en Île-de-France, e vefe lakaet ar marichal de Broglie evel ofiser rak reutoc'h ha mennet e oa.

Unan eus an ofiserien sezizet en toull-bac'h, al letanant Deflue en doa taolennet ar gouarnour de Launay evel un den divarrek a-gren

  1. 1,0 ha1,1 Simon Schama, pajenn 399, "Citizens", (ISBN 0-670-81012-6)