Beg Korzenn

Eus Wikipedia
Beg Korzenn

Beg Korzenn zo ur beg-douar war aod gwalarn Breizh, e kumun Plouarzhel. Sellet a reer ouzh ar beg-douar-se evel al lec'h ma kej dourioù Mor Breizh ha re ar Mor Atlantel.

Ar beg-douar kornôkañ eus Breizh eo, ma lakaer a-gostez an inizi evel Eusa. Nepell diouzh Beg Korzenn met muioc'h en douaroù emañ tour-tan Trezian, ur c'hilometr diouzh an aod.

War ar beg-douar emañ kreizenn CROSS Corsen, ma vez evezhiet tremenerezh ar bagoù dirak aod Bro-Leon ha ma vez kenurzhiet an oberiadennoù saveteiñ pa vez gwallzarvoudoù en tachad mor en em astenn etre Bae Menez-Mikael ha Beg Penmarc'h.

Panell m'emañ merket an disparti teorikel etre Mor Breizh hag ar Mor Atlantel.