Bathory (strollad)

Eus Wikipedia
Bathory
Logo ar strollad

Bro orin Banniel Sveden Sveden
Doare(où) Black metal (1980s)
Viking metal, thrash metal (diwezatoc'h)
Bloavezhioù oberiant 1983–2004
Label(ioù) Black Mark, Noise
Lec'hienn ofisiel http://www.bathory.nu/x1.htm

Izili Quorthon
Izili bet er strollad Fredrick Hanoi

Vans McBurger
Kothaar
Vvornth
Björn Kristensen

Bathory a zo ur strollad black metal svedat a zo bet stummet e Stockholm e miz Mae 1983. Kalz a levezon a zo bet gant ar strollad ha gwelet eo evel unan eus ar strolladoù bet stummet ganto ar black metal hag evel stummerien ar Viking metal. Bathory a oa, ez orin, raktres ur c'hrennard a 17 vloaz, Quorthon. Anv ar strollad a zeu eus hini Erzsébet Báthory.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kalzig a cheñchamantoù anv hag izili, Quorthon a zo deuet a-benn da gendrec'hiñ penn-bras Tyfon Grammofon da enrollañ daou don evit ar c'hendastumad Scandinavian Metal Attack. An daou don-se a zedenn kalz ar fans ha Tyfon Grammofon a c'houlenn gant Quorthon hag-eñ en deus c'hoant enrollañ un albom en e-bezh. Bathory a zo embannet e 1984.

Albomoù da-heul Bathory, The Return hag Under the Sign oof the Black Mark a zo bremañ anavezet evit o levezon pouezhus war ar strolladoù a vro Norvegia, a lako da vezañ anavezet ar Black metal e penn-kentañ ar vloavezhioù 1990. Memes ma 'z eo albom Venom, Black metal a orin eus ar ger, albomoù kentañ Bathory o deus da vat spisaet an doare sonerezh : sonerezh kentidik, ur son rasklus, komzioù satanek, ur enrolladenn low-fi hag ur vouezh "euzhvil".

Gant Blood Fire Death, Bathory a sioul ar jeu evit leuskel plas d'ur stil muioc'h meurzanevellek ha gant un tem Viking. Met al lodenn vrasañ eus ar sonerezh a chom tost ouzh ar black metal memestra. Gant Hammerheart ez eo souezhet kalz a fans gant ur cheñchamant radikal davet ur son meurzanevellek hag aergelc'hiek. Ar c'homzoù a zo muioc'h troet davet ar Vikinged hag ar mitologiezh skandinaviat. Gant Hammerheart e teu Bathory da vezañ stummer un doare nevez sonerezh metal : ar viking metal. Bathory a gendalc'h evel-se evit an albomoù all Twilight of the Gods, Blood on Ice ha Nordland I & II.


Gant Requiem (e 1994), Bathory a cheñch c'hoazh e stil, ar wech-mañ ez eo kentoc'h retro-trash a lak da soñjal e strolladoù Bay Area ar bloavezhioù 1980. Kenderc'hel a reas ar strollad war ar stil-se e 2001 gant Destroyer of Worlds.

Quorthon a zo adkavet marv d'ar Yaou 3 a viz Even 2004 da-heul taolioù kalon.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Albomoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kendastummadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Jubileum Volume I (1993)
  • Jubileum Volume II (1993)
  • Jubileum Volume III (1998)
  • Katalog (2003)
  • In Memory of Quorthon (Box Set; 2006)

Izili[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Izili e 2004[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Quorthon - gitar, kan, sonerezh ha komzoù (1983–2004) holl binviji (1991–2004)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]