Barzh Ofisiel ar Rouantelezh

Eus Wikipedia

Barzh Ofisiel ar Rouantelezh (Poet Laureate of the United Kingdom of Great Britain and Northern Ireland e saozneg, pe British Poet Laureate) zo ur garg ofisiel e Rouantelezh Unanet Breizh-Veur.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da gentañ e oa an anv ofisiel a Varzh Rouantelezh Bro-Saoz, betek 1707, goude hini Rouantelezh Breizh-Veur (1707-1801), ha goude hini Rouantelezh Unanet Breizh-Veur hag Iwerzhon (1801-1922); hag abaoe 1922 hini Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon.

Ur garg a-hed-buhez e oa gwechall, war-bouez John Dryden, a voe lamet e garg digantañ e 1688 peogwir e nac'has ober e le d'ar roue nevez Gwilherm III. Abaoe Andrew Motion e 1999 avat eo ur garg 10 vloaz.

Ur gopr zo, "a butt of sack", a ya bremañ da 477 litrad gwin jerez (107 gallon) . Ouzhpenn-se e vez un tamm gwerzh-butun: £5,750, da lavarout eo war-dro 5500 €.

E miz Mae 2009, echu amzer Andrew Motion, e voe roet ar garg da Carol Ann Duffy, ar vaouez kentañ a viskoazh. E 2019 e vo anvet unan all en he lec'h.