Barr-livañ

Eus Wikipedia
Barroù-livañ

Ur barr-livañ zo ur benveg da livañ, da dresañ ha da skrivañ, anezhañ un troad e koad hag ur seurt broust dalc'het er penn gant un envez pe ur fret. A bep seurt mentoù, stummoù ha danvezioù a zo.

Livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Servijout a ra d'an arzour livour da arloañ pentur pe werniz, ouzh lien un daolenn an aliesañ (pe koad, maen...). Implijet e vez ar barroù-livañ berr o zroad da livañ dre zour pe dre eoul hag ar re hir o zroad da livañ dre eoul pe dre akrilik. E koad gwerniset pe vezell moullet e vezont. O broust a c'hall bezañ graet e blev sebelinez naturel pe gevanaozel, e nilon, e reun pe e gwiennoù kevanaoz. Renket eo o mentoù gant niverennoù.

Oc'h arverañ ur barr-livañ

Arverioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • ar barroù-livañ a c'hall bezañ ur benveg kaerskriverezh. Dre rizh o blevennoù e talc'hont mat al liv-skrivañ. Implijet e vezont en arzoù hengounel ar Reter-Pellañ.
  • graet e vez gant barroù-livañ evit en em wezelañ ivez. Gwelit Gwezelerezh.
  • barroù-livañ tev a vez implijet da livañ mogerioù pe da wisponañ ar pladoù hag ar boued. Gwelit Gwispon.