Barnadenn Conflans

Eus Wikipedia

Barnadenn Conflans a voe un darvoud tonkus e Brezel hêrezh dugelezh Breizh (pe c'hoazh Brezel an div Janed).
Conflans a c'hallfe klotañ ouzh Conflans-Sainte-Honorine, ur gumun c'hall e departamant Yvelines a-vremañ (rannvro Enez-Frañs). Er gêr-mañ an hini eo en dije ar roue Fulup VI (Bro-C'hall) klasket diskoulmañ hêrezh Yann III (dug Breizh) dre gaer.

Un hêrezh luziet-kenañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aet e oa bet da Anaon dug Breizh Yann III e 1341, dishêr anezhañ ha hep bezañ aozet e hêrezh 'zo kaeroc'h. Abalamour da se e oa bet kroget Brezel hêrezh dugelezh Breizh a oa padet betek Kentañ Feur-emglev Gwenrann e 1365.

Div familh a oa oc'h enebiñ an eil ouzh eben :

Ur saviad ouzhpenn diboell[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plediñ a rae Janed Pentevr d'ar gwir breton a c'hallje ober d'he gwaz Charlez Bleaz mont da benn an dugelezh. Pouezus-kenañ eo kompren e rede gwad roueel gall e gwazhiennoù Charlez Bleaz, ar pezh a roe da aduerien re Bentevr skoazell roue Bro-C'hall dre natur...

Evit ar pezh a selle ouzh Yañn Moñforzh e plede-eñ d'ar gwir gall dre ma veze Breizh ur bariezh c'hall abaoe 1297 e-lec'h ma veze boaz ha ret d'ober gant ar gwir gall na mui na ken, al Lezenn salek peurgetket. Padal, paket e oa bet gantañ skoazell Edouarzh III (Bro-Saoz) a wele un dro vat da zamantiñ d'e lazioù war douar Breizh. D'an ampoent, Breizh a oa perzh eus ar Gurunenn soaz, tre evel Anjev, Gwienna...a-raok trec'hioù Fulup II an Aogust penn-kentañ an XIIIvet kantved.

Iskisat tra neuze :

  • Re Bentevr a rae gant ar gwir breton pa oa gall o danvez dug.
  • Re Voñforzh a rae gant ar gwir gall pa felle dezho kaout un dizalc'hiezh splannoc'h, seul vui ma oant kevreded ouzh ar Saozon.

Penn-kentañ ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken abred ma voe marvet e hantervreur, d'an 30 a viz Ebrel 1341, e oa aet Yann Moñforzh da Naoned (kêr-benn dugelezh Breizh) evit ma vije-eñ reizhwiriet gant he foblañs kenkoulz ha gant ar « pennoù-bras ». Padal, ar re o devoa lazioù font war douar Bro-C'hall a oa bet gwelloc'h ganto sujañ da Charlez Bleaz. C'hoant gantañ da greñvaat e veli en devoa rastellet madoù beskontelezh vreton Lemojez ha Naoned a oa Yann III perc'henn warne, a-raok mont d'ar c'hêrioù disuj n'o devoa ket eñ anavezet da zug.

Evit Charlez Bleaz, « gouzañvusoc'h » anezhañ, gwelloc'h e voe gantañ goulenn buan skoazell e genderv, Fulup VI. Rediet roue Bro-C'hall lakaat e fri war-eeun e aferioù unan eus e zalc'hioù e teue da vezañ barner ha tamaller war un dro, ar pezh na oa ket evit aesaat an traoù. Marteze e c'halljed kompren amañ abalamour da betra en devoa Yann Moñforzh goulennet sikour digant Edouarzh III da c'houde.

Bezañ klasket diskoulmañ ar brezel : Barnadenn Conflans[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed amañ eta kenarroud ha rakfedoù Brezel hêrezh dugelezh Breizh. Evit ma vije lakaet buan an askorn en e lec'h en devoa Fulup VI galvet Yann Moñforzh ha Charlez Bleaz e-kichen Pariz, e Conflans kement ha bezañ resis. Pep hini anezhe a c'hallas pediñ evit e sac'h dirak Pirien Bro-C'hall. Aes-kenañ e oa kompren n'hallje ket bezañ ar varnerien neptu-tre peogwir e oa Charlez niz...o roue dezhe. Neuze ne dalve ket ar boan dislavaret youl Fulup VI a ziskoueze bezañ a-du krenn gant re Bentevr en ur lakaat Breizh dindan yev gall.

Falset e oa bet an diñsoù eta ha setu ma oa bet gounezet e afer gant Charlez Bleaz ken aes ha tra. Barnadenn Conflans a vez graet eus an diell a oa bet embannet d'ar 7 a viz Gwengolo 1341.

O kompren e oa o trenkañ ar soubenn en devoa Yann Moñforzh graet gaol diouzh Pariz a-raok na voe embannet ar Varnadenn evit gwir. Hep mar e vefe bet lakaet harz warnañ evit ma vije bet dav dezhañ daskoriñ e greñvlec'hioù. Goude adkavout e wreg e Naoned e oa aet d'an harlu e Bro-Saoz e-lec'h m'en devoa anavezet buan Edouarzh III da roue Bro-C'hall.

Ruilhet o devoa an diñsoù. Diwar neuze e oa krog re Bentevr ha re Voñforzh gant ur gwall vrezel a oa c’hoarvezet e zibenn d'an 12 a viz Ebrel 1365 pa oa bet sinet Kentañ Feur-emglev Gwenrann.