Bae Fundy

Eus Wikipedia
Kartenn zivyezhek eus aod reter Kanada

Bae Fundy (Bay of Fundy e saozneg, Baie de Fundy e galleg) zo ur bae war aod reter Kanada, etre proviñsoù New Brunswick ha Nova Scotia. En em astenn a ra a-hed 270 km a hirder ha 80 km a ledander.

Brudet eo er bed a-bezh abalamour d'an dilive bras-eston a vez etre an tre hag al lanv.

Ne ouzer ket gwall vat a belec'h e teu an anv Bae Fundy : hervez lod e teufe eus an anv portugalek Rio Fundo ("stêr zon") met diasur eo an displegadenn-se. E 1604 e voe anvet baye Françoise ("bae gall") gant an ergerzher gall Samuel de Champlain. War ur gartenn eus 1688 savet gant John Thornton e kaver ar meneg kentañ eus Baye Foundy, aet da Bay Fundy diwezhatoc'h.

Ar porzh brasañ er bae eo Saint John, e New Brunswick.