Azia

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kartenn ar bed o tiskouez lec'hiadur Azia

Azia eo al lodenn kreiz ha reter eus kevandir Eurazia hag Azia eo Eurazia a-bezh war-bouez ledenez Europa. Koulskoude, e-keñver ar c'heologiezh hag an douaroniezh, n'eo ket Azia ur c'hevandir nag un iskevandir. En Azia e kaver war-dro 60% eus poblañs ar bed.

Diaes eo kavout harzoù resis, dreist-holl etre Europa hag Azia :

A-hed strizh-mor an Dardanelled, mor Marmara, strizh-mor ar Bosfor, a-dreuz ar Mor Du, a-hed aridennadoù ar C'haokaz hervez lod tud, er wantenn Kouma-Manych hervez lod all, a-dreuz ar Mor Kaspia, a-hed ar stêr Oural hervez lod, a-hed ar stêr Emba hag ar menezioù Oural hervez lod all hag enezeg Zemlya-Nevez.

E-keñver ar rannoù politikel e lakaer en Azia Eurazia war-bouez Rusia, met an inizi nes a gaver er Meurvor Indez hag er Meurvor Habask a vez lakaet da heul.

Skeudenn dre loarell eus Azia

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dont a ra ar ger eus ar gresianeg kozh Ασία (Asia) dre al Latin, gwelet evit ar wech kentañ e testennoù Herodotos o taveiñ da Azia Vihanañ pe diwar-benn ar Brezelioù persat, o taveiñ d'an Impalaeriezh pers e-tal Bro-C'hres hag Egipt. Meneget eo bet gant Homeros un tiern o ren meur a geoded ha kevredet gant Troaz, Asios e anv, mab da Hirtacos.

Rannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Rannoù Azia

Ken bras eo Azia ma vez rannet alies e meur a rannvedig. Sed amañ an doare a zo degemeret gant Aozadur ar Broadoù Unanet:

  • ██ Azia an Norzh
  • ██ Azia ar C'hreiz
  • ██ Azia ar Mervent
  • ██ Azia ar Su
  • ██ Azia ar Reter
  • ██ Azia ar Gevred

  • Kevandirioù ha rannvedoù

    Norzhamerika

    Europa

    Eurazia

    Azia

    Amerikaoù

    Eurafrazia

    Okeania

    Aostralia

    Suamerika

    Afrika

    Antarktika
    Gourgevandirioù kozh :
    Gondwana • Laurazia • Pangea • Rodinia