Asa (roue Yehouda)

Eus Wikipedia
Asa o tistruj an idolennoù, tennet eus Bibl Petrus Comestor, 1372

Asa a oa roue Yehouda etre 911 ha 870 KJK, hervez Kentañ Levr ar Rouaned en Testamant Kozh . Mab e oa da Aviyam.

« Ober a reas Asa ar reizh ouzh daoulagad an Aotroù » (1R 15, 11)

« Brezel e voe etre Asa ha Baasha, roue Israel, dalc'hmat. » (1R 15, 16)[1]

E vab Yehoshafat[2] a renas war e lerc'h.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Troidigezh An Tour-tan, levrenn2 , p 153
  2. « Josafat » e troidigezh Gwilh ar C'hoad, « Josaphat » e Latin