Armand Keravel

Eus Wikipedia
Armañs Keravel
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denArmand Keravel Kemmañ
Anv-bihanArmand Kemmañ
Anv-familhKeravel Kemmañ
Deiziad ganedigezh18 C'hwe 1910 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrest Kemmañ
Deiziad ar marv2 Kzu 1999 Kemmañ
Lec'h ar marvCarpentràs Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetbrezhoneg, galleg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner, kelenner, ezel eus ar Rezistañs c'hall Kemmañ
Diellaouet gantKreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek Kemmañ

Armand Keravel, pe Armañs Keravel, (ganet d'an 18 a viz C'hwevrer 1910 e Brest ha marvet d'an 2 a viz Kerzu 1999 e Carpentràs) a oa ur skolaer breizhat, ur stourmer evit ar brezhoneg, hag ur politiker.

E yaouankiz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus Argol ha Terrug e oa e dud, met ganet e voe e Brest ha tremen a reas ul lodenn eus e vugaleaj e-maez Breizh, da-heul e dad a oa er Morlu. Brezhonegerien e oa e dad hag e vamm, met desavet e voe ar paotr e galleg, ha n'eo nemet e-pad ar vakañsoù, gant e dud-kozh e kleve brezhoneg. Anaoudegezh a reas er skol, e Brest, gant Yann Kerlann, a zeuas da vezañ mignon bras dezhañ. Da 19 vloaz ez eas da vestr-skol ; labourat a reas e meur a lec'h, e Gwitevede, e Montroulez, en Uhelgoad, e Molan. Eno e reas anaoudegezh gant ur skolaerez, Renée Le Guellec, ha diwezhatoc'h e timezas ganti.

Er skolioù ma laboure e rae tammoù skol vrezhoneg, e diavaez an amzer-skol. E 1933 e voe e-touez ar skolaerien a savas Ar Falz, asambles gant Kerlann ha Yann Sohier. E niverenn 2 kannadig Ar Falz, e miz C'hwevrer 1933, e skrivas e bennad kentañ, "Pour l’enseignement de notre langue maternelle", sinet gant an anv-pluenn "Mestr skol bihan". Heuliañ a reas kentelioù dre lizher gant Pêr ar Rouz, a oa kelenner e skol-veur Roazhon. Evel-se e tapas an Diplom Studioù Keltiek, e miz Mezheven 1938.

E deroù an Eil Brezel-bed e voe kastizet gant ar velestradurezh, da-heul un enklask diwar e benn gant ar prefeti, dre an abeg ma taremprede stourmerien evit ar brezhoneg, ha kaset e voe eus Lanneur da Landeda. Paouez a reas kannadig Ar Falz da zont er-maez e miz Gouere 1939. Ha paouez a reas Keravel ivez gant e obererezh e-barzh Ar Falz e-pad ar brezel. Nac'h a reas lakaat e anv war ar "Placet des grandes associations bretonnes à Monsieur le Maréchal Pétain, Chef de l’État Français", ur skrid eus ar 1 a viz Kerzu 1940 hag a c'houlenne digant renad Vichy anavezout Breizh evel ur rannvro emren. Nac'h a reas ivez mont e-barzh an Ensavadur Keltiek, savet e 1941 ha renet gant Roparz Hemon, daoust da strivoù Abeozen evit e lakaat da asantiñ. Nac'h a reas ivez skrivañ pennadoù evit L'Heure Bretonne, daoust ma oa goulennet outañ gant e vignon Youenn Drezen. Daoust da se e chomas mignon bras gant Kerlann ha kenderc'hel a reas da genskrivañ gantañ a-hed ar brezel. Goude ar brezel e voe harzet miliadoù a dud eus an Emsav, hag evel-se en em gavas Armand Keravel e kamp Margueritte e Roazhon. Lezet e voe da vont goude 12 devezh eno, a-drugarez e wreg he doa graet pep tra evit ma vije lezet da vont en e frankiz.

E 1945 e voe e-touez ar re a adsavas Ar Falz, e sekretour meur e teuas da vezañ ha chom a reas er garg-se betek ar bloavezhioù 1970. Eus e di, e Dirinonn hag e Brest da c'houde, e rene labour Ar Falz ha skrivañ a rae ar braz eus pennadoù ar gelaouenn.

E stourm evit ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Ar Falz e stourmas evit ma vije kelennet brezhoneg er skolioù. Kerkent ha 1945 e voe e darempred gant kannaded Breizh evit ma vije degemeret er parlamant ul lezenn a-du gant ar brezhoneg er skol. Disoc’hañ a reas labour ar gannaded war al lezenn Deixonne, votet e dibenn 1950 hag embannet d’an 11 a viz Genver 1951, hag a roe aotre da gelenn un tammig brezhoneg, okitaneg, katalaneg hag euskareg er skolioù kentañ derez. Buan avat e welas Keravel pegen dister e oa al lezenn nevez. Skrivañ a reas, da skouer : ‘’Hélas, très rapidement, la loi de 1951 allait fortement décevoir en raison de l’étroitesse des dispositions que les parlementaires, contraints de céder aux exigences de l’administration centrale, avaient dû accepter.’’

Evit reiñ muioc’h a lañs d’ar stourm evit ar brezhoneg e voe krouet « Emgleo Breiz », d’ar 17 a viz Meurzh 1953. Keravel e oa unan eus tri sekretour ar strollad-se hag a glaske pouezañ war an dilennidi. Mont a reas Armand Keravel ivez e-barzh ar CELIB hag ar bodad sevenadurel anezhañ, e deroù ar bloavezhioù 1960. E 1965 e voe roet lañs d’ur sinadeg vras evit ar brezhoneg gant Emgleo Breiz. Keravel e oa lusker pennañ ar sinadeg-se. A-benn 1967 e voe tizhet 150 000 sinadur gant ar skrid a c’houlenne ma vije kelennet brezhoneg er skol ha ma vije abadennoù brezhoneg er skingomz hag er skinwel. E 1970 e voe embannet un diferad gant ar gouarnamant hag a roe aotre da dremen un amprouenn « yezh rannvroel » er vachelouriezh. Gouez da Armand Keravel e oa a-drugarez strivoù Emgleo Breiz e oa bet tizhet an disoc’h-se.

E 1958, da-heul al liammoù a oa etre Keravel hag ar Falz hag an emsav okitanek, e voe savet "Défense et Cultures et Langues de France", a vode meur a strollad a zifenne ar brezhoneg hag an okitaneg, da gentañ, ha yezhoù all ivez war-lerc’h.

E 1969 e voe krouet, gant tud eus Ar Falz, ar Jeunesse Étudiante Bretonne (JEB) hag Unvaniezh Demokratel Breizh, un aozadur-stourm evit ar brezhoneg anvet Galv. Keravel, c’hoazh, a oa unan eus ar re a oa e penn an aozadur-se. Ne badas ket pell avat ; e deroù 1974 e voe divodet Galv, abalamour d’an dizemglev etre ar berzhidi.

Abaoe ar bloavezhioù 1940 e stourme Keravel a-enep an doare-skrivañ peurunvan, "doare-skrivañ ar vroadelourien" evitañ. Er bloavezhioù 1970 e voe graet emvodoù, diwar atiz Ar Falz, evit klask unvaniñ doareoù-skrivañ ar brezhoneg. Armand Keravel a gemeras perzh enno, adalek miz Ebrel 1971 ha betek 1975. Ne gemeras ket perzh en emvodoù diwezhañ dre ma ne oa ket a-du gant kinnigoù e geneiled eus Ar Falz. Ret eo lavaret ne oa ket sekretour Ar Falz ken, abaoe miz Gouere 1973. Kemeret e oa bet e lec’h gant Per Honoré. Pa voe degemeret gant renerien Ar Falz an doare-skrivañ etrerannyezhel, nevez-savet gant Fañch Morvannou, e paouezas Keravel da vont d’an emvodoù. Ha goude-se e kuitaas Ar Falz zoken, hag embann er c’hazetennoù un tamm testenn ma kave abeg, er "spered broadelour", hervezañ, nevez-degemeret gant Ar Falz. Ur mare diaes e voe evitañ : ezel e oa eus ar Falz abaoe krouidigezh ar strollad-se e 1933.

Goude-se e kendalc’has da labourat gant Emgleo Breiz betek ar bloavezhioù 1990.

Politikerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War an dachenn bolitikel e voe Armand Keravel a-viskoazh ur rannvroelour eus an tu-kleiz. Daoust ma rae gant troiennoù evel "hor yezh", "hor bro", ha ma lavare e ranke "ar Vretoned ren aferioù Breizh", ne oa ket un disrannour. Diouzhtu goude ar brezel e oa tost d’ar Strollad Komunour Gall ha daremprediñ a rae kannaded komunour evel Pierre Hervé pe Marcel Hamon. Diwezhatoc’h e voe ezel eus ar Strollad Sokialour. Sekretour e voe eus bodad sevenadurel ar Strollad Sokialour e Penn-ar-Bed, ha kenlabourat a reas da sikour sevel danvez-lezenn Loeiz ar Peñseg, embannet e 1974. E 1977 e voe dilennet da guzulier-kêr e Brest, war listenn an tu-kleiz renet gant Francis Le Blé. Ur wech dilennet e klaskas kas ar brezhoneg war-raok e buhez kêr, eus 1977 da 1983. Kuzulier e voe ivez, d'ar memes mare, e-barzh Kuzul-rannvro Breizh, en anv kêr Vrest.

Skridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Daou-ugent pennad-lenn e brezoneg, Dirinon, Skol ar brezoneg, 1950.
  • Eun dornadig lennaduriou brezonek evit ar skoliou, gant A. Keravel ha PM Mevel, Skol ar brezoneg, 1952.
  • Histoire sommaire de la langue bretonne, 1966.
  • Pour la langue, la culture et les libertés bretonnes. Objectifs et action d'Emgleo Breiz, (rakskrid gant Jean Tricoire), Brest, Emgleo Breiz, 1973, 64pp.
  • Une exigence de la démocratie et du droit : Un statut des langues et cultures de France Le cas de la langue bretonne - Réponse et compléments à l'enquête de la conférence Permanente des Pouvoirs locaux & Régionaux de l'Europe (Conseil de l'Europe), Brest, Emgleo Breiz, 1985.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Falchier Yohann, Ar Falz : d'une idée laïque à une idée socialiste et régionaliste (1945- 1965), mestroniezh, Skol-veur Breizh-Izel, 2002.
  • Le Ven Yvon, Armand Keravel (1910-1999) ou l'apostolat laïque d'un homme au service de la langue et de la culture bretonnes, mestroniezh, Skol-veur Breizh-Izel, 2004.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]