Ardudwy

Eus Wikipedia
Arvor Ardudwy adalek an Diffwys er Rhinogydd.

.

Ardudwy zo ur rann eus Gwynedd e Kembre, etre Bae Tremadog hag ar Rhinogydd. En amzer Rouantelezh Gwynedd, e oa unan eus div rann isrouantelezh Dunoding, hag Eifionydd e oa eben, ha goude-se e oa kantrev.

Pa voe krouet ar c'hontelezhioù e 1284 e voe lakaet e Sir Feirionnydd. Emastenn a rae eus Traeth Mawr en hanternoz da Afon Mawddach er c'hreisteiz.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E Trede Skourr ar Mabinogi emañ Bendigeidfran gant e lez en Harlech, en Ardudwy. Er Pevare Skourr eo Lleu Llaw Gyffes an hini a zo bet roet Eifionydd hag Ardudwy dezhañ gant Math fab Mathonwy. Lleu a sav e balez e Mur y Castell en Ardudwy. Eno e renas a-raok bezañ distroadet gant Gronw Pebr, a rankas lazhañ evit bout roue en-dro, hag a reas war lez ar stêr Cynfael.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geraint Bowen (gol.), Atlas Meironnydd (Y Bala, 1975)
  • John Edward Lloyd, A History of Wales (1911)

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]