Amee

Eus Wikipedia
Amee e 2020
Sinadenn

Trần Huyền My pe Amee evel anv-leurenn (ganet d'an 23 a viz Meurzh 2000 e Ha Noi), zo ur ganerez viêtnamat. Kroget he deus ur remzad kanerez e 2018, brud he deus bet er rouadedoù sokial da gentañ, selaouet e vez gant ar yaouankizoù dreist-holl. Fellout a ra dezhi meskañ an hengoun hag ar sonioù modern evit kas ar sonerezh viêtnamat d'an tuioù a-vremañ. A V-pop a vez graet eus ar sonerezh-se.

E-touez he c'hanaouennoù brudetañ e c'haller menegiñ "Anh Nhà Ở Đâu Thế" ("Paotr, pelec'h emaout o chom?"), "Đen đá không đường" ("Kafe du yen hep sukr"), "Sao anh chưa về nhà?" ("Perak ne zeuez ket d'ar gêr?") ha "Mama Boy". Kalz prizioù zo bet roet dezhi.

Pladennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • dreAMEE (2020)

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]