Alfonsino d'Este

Eus Wikipedia

Alfonsino d'Este (11 a viz Du 1560 – Ferrara, 4 a viz Gwengolo 1578) a oa ur priñs italian.

Mab henañ Alfonso d'Este, markiz Montecchio (1527-1587) e oa, ha da Giulia della Rovere. Klañvidik e oa ar bugel. E Mae 1578 e voe dimezet d'e geniterv Marfisa d'Este (bastardez da Francesco d'Este), ha honnezh, hervez testamant he zad marvet e miz C'hwevrer 1578, a ranke dimeziñ d'un den eus an Tiegezh Este.

Alfonsino, hag en devoa pemp bloaz war e wreg, a varvas pevar miz goude an eured, d'ar 4 a viz Gwengolo 1578. Marfisa a gare ar plijadurezhioù, hag a zalc'has da gemer perzh e festoù al lez. E Genver 1580 ec'h addimezas da Alderano Cybo-Malaspina, priñs pennhêr Massa ha Carrara.