Aleksandr Afanasyev

Eus Wikipedia
Aleksandr Afanasyev

Aleksandr Nikolayevitch Afanasyev (Александр Николаевич Афанасьев e ruseg) (Bogoutchar, 23 a viz Gouhere[1] 1826 - Moskou, 5 a viz Here[2] 1871) zo ur folklorour rus, dastumer kontadennoù hag embanner an dastumadoù kontadennoù rusek anvet Narodnye russkie skazki.

Dastumet en deus c'hwec'h kant kontadenn, muioc'h eget n'eus forzh piv all, goude ma ne oa ket e-unan oc'h ober al labour moarvat[3]. Eizh levrenn an dastumad kentañ a deuas e-maez entre 1855 ha 1867, ha keñveriet eo bet ouzh ar vreudeur Jacob ha Wilhelm Grimm.


Kalz eus ar c'hontadennoù rus brudet er bed a deu eus e zastumad (Ar Mell Irvinenn, Macha hag an Arzh, Baba Yaga).

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 11 a viz Gouhere en deiziadur juluan.
  2. 23 a viz Gwengolo en deiziadur juluan
  3. Riordan (2003), p. 221.