Alegorienn ar vougev

Eus Wikipedia
Alegorienn ar vougev
Alegorienn ar vougev, gant Platon. taolenn gant Jan Saenredam, hervez Cornelis van Haarlem, 1604, Albertina, Vienna.

Alegorienn ar vougev, anavet ivez evel Mojenn ar vougev, zo un alegorienn gant ar prederour hellazat Platon e deroù VIIvet levrenn e skrid Ar Republik diwar-benn an Den hag an Anaoud. Kaoz zo enni eus tud chadennet en ur vougev dindan zouar, troet o c'hein ouzh an toull da vont e-barzh, ma ne welont nemet o skeudoù ha re traoù hag a zo pell a-dreke.


An alegorienn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En ur vougev dindan zouar ez eus tud chadennet ha n'o deus ket gwelet sklêrijenn an deiz c'hoazh, hag anezhi n'anavont nemet un damsklêrijenn a zegouezh betek enne. Anezho o-unan hag eus an traoù en-dro dezhe n'anavont nemet ar skeudoù a welont ouzh mogerioù hag a zo stummet gant un tan a-dreke. eus ar sonioù n'anavont nemet an heklev.

Ma vez dichadennet un den ha kaset e-maez ar vougev e vo trellet e zaoulagad gant an deiz dre ma n'eo ket kustum d'e welout. Gouzañv a raio en abeg d'ar c'hemm ha ne vo ket gouest da welout ar pezh a vo diskouezet dezhañ. Daoust ha neuze ne fello ket dezhañ distreiñ d'ar stad ma oa a-raok? Ma talc'h e grog e voazo ouzh e stad nevez hag e c'hallo gwelout en e wirvoud. Ma kemer emskiant eus e stad kent e vo diaes dezhañ distreiñ da-gaout an dud chomet er chadennoù. Hogen ar re-se, dic'houest da empennañ pezh a zo c'hoarvezet dezhañ ne fello ket dezhe krediñ anezhañ : « daoust ha ne vo ket lazhet gante? »