Albert Zafy

Eus Wikipedia

Albert Zafy (ganet e 1927 en Ambilobe) zo ur politikour eus Madagaskar, bet prezidant ar vro etre 1993 ha 1996.

Kas a reas e studioù war ar medisinerezh, ar matematik hag ar fizik e Montpellier hag e Pariz (Bro-C'hall). Ministr ar yec'hed hag an aferioù sokial e voe e gouarnamant Gabriel Ramanantsoa etre 1972 ha 1975. E 1975, enebet ouzh ar politikerezh sokialour lakaet e plas gant Didier Ratsiraka, e kavas gwell kuitaat ar gouarnamant ha distreiñ da labourat da skol-veur Madagaskar.

E 1993 e voe trec'h ouzh Ratsiraka en dilennadeg prezidantel ha kregiñ a reas gant e garg e penn ar Stad d'ar 27 a viz Meurzh 1993. Buan e savas dizemglev etre e vinistr kentañ hag eñ ha Zafy a zivizas e vefe dibabet hiviziken ministr kentañ ar vro gant ar prezidant ha n'eo ket gant ar Vodadenn Vroadel. Diwar neuze ec'h eas fiziañs ar bobl ennañ war zigresk ha d'ar 5 a viz Gwengolo 1996 e voe tennet e garg digantañ. Lakaat a reas e anv en dilennadeg da heul met koll a reas koulz e 1997 hag e 2001.