Agung

Eus Wikipedia
Ar menez-tan Agung gwelet adal an templ Pura Besakih.

Agung pe Menez Agung, Gunung Agung « menez uhel » e anv indonezek, zo ur menez-tan en Indonezia lec'hiet war enezenn Bali.
Lec'h uhelañ an enezenn eo gant 2 995, 3 031 pe 3 142 metr uhelder. Gant tud Bali, hindouiz anezho, e vez kemmesket gant Menez Meru hag a zo ahel an Hollved evito.

Didarzhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Didarzh 1843[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Didarzhet e oa Menez Agung e 1843, testeniet e voe gant Heinrich Zollinger :

« Goude bezañ bet o kousket e-pad pell, ar bloavezh-mañ ar menez a oa krog da advevañ. Devezhioù kentañ an oberiantiz krenoù-douar a voe ha goude skarzhadennoù ludu, traezh ha mein. »

Didarzh 1963–64[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Didarzh 1963 a voe unan eus ar re vrasañ en istor Indonezia. D'an 18 a viz C'hwevrer, an annezidi tro-war-dro a glevas tarzhadennoù spontus ha gwelet a refont koumoul o sevel eus ar menez-tan Agung.

Sell tri-ment gant an NASA eus ar menez-tan Agung.