Afer Dreyfus

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Afer Dreyfus
political scandal, controversy
Anvet diwarAlfred Dreyfus Kemmañ
StadTrede Republik c'hall Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Deiziad kregiñ1894 Kemmañ
Deiziad echuiñ1906 Kemmañ
Dezverket dreinjustice, Enepyuzevegezh Kemmañ
Dic'hradañ Alfred Dreyfus

An Afer Dreyfus zo ur stourmadenn sokial ha politikel a oa erruet e fin an XIXvet kantved. Tamallet e oa d'ar c'habiten Dreyfus bezañ ur spier evit an Alamaned abalamour ma oa yuzev. An afer he deus kemeret ur plas bras-tre hag ur gwallskouer eo bet a-gaoz d'ur c'hazetennerezh levezonus.

An afer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An afer Dreyfus a groge e 1894 pa voe tamallet Dreyfus, un ofiser gall a oa bet tamallet da spiañ evit kont Alamagn. Ar servij titouroù mirourel a gavas ul lizher anvet « le bordereau » a broue e oa ur treitour e-barzh an arme. An enep-spierezh a zizoloas e oa titouroù war an arme, a c'helle bout treuzkaset d'an enebourien. Ar jeneral Auguste Mercier hag ar c'homandant Armand du Party de Can en doa aozet kement all a-benn ma vefe Dreyfus tamallet. Kondaonet e voe hemañ d'ar galeoù ha d'an dic'haloñsadur. Ar gwallskouer a darzhas gant ar gazetenn " la libre parole", a oa un tammig enep-yuzev. Dreyfus a zo bet harluet e-barzh enez an diaoul. Kement-se a oa un taol sevel a -enep Dreyfus abalmour ma oa eñ hini kablus peurvat, rak yuzev e oa an ofiser. Met an treitour gwir, a oa ar c'homandant Ferdinand Walsin Esterhazy. Koulskoude a oa didamall an hini kablus gwir goude ar c'huzul brezel. Ken e oa bet embannet " J'accuse" gant Emile Zola evit difenn Dreyfus. Brudet e oa ar pennad-mañ, abaoe ma oa embannet, kalz a dud nevez a oa evit difenn Dreyfus. Bro-C'hall a oa rannet etre daou gamp o doa daou soñj disheñvel. Tud a-enep Dreyfus, a oa evit enor an arme. Anvet e oa "anti-Dreyfusard". Kalz a dud a oa enepyuzevien a dage Dreyfus, ne oa ket kement a dud a-enep Dreyfus a rannent ar mennozh-se. E Bro-C'hall e voe kabaduilhoù enepyuzevien. Neuze ur bec'h sokial e oa a-gaoz d'an afer-se. Ur c'huzul brezel nevez a voe aozet e Roazhon e 1899 e-lec'h ma oa Dreyfus c'hoazh tamallet da zek bloaz prizon. Erfin, Emile Loubet, prezidant ar republik eus 1899 da 1906, en doa digastizet Dreyfus. Hemañ en deus adkemeret e wirioù ar 12 a viz Gouere 1906 ken ez eas en-dro en e blas e-barzh an arme. An afer Dreyfus he deus kemeret ur plas bras tre en istor Bro-C'hall ma voe tizhet ar vuhez politikel, sokial ha gwirel. Dreyfus en deus bevet ar Brezel-bed kentañ war-lerc'h an afer pa oa c'hoazh e-barzh an arme.☺

Émile Zola, J'accuse…!