Adonis

Eus Wikipedia
Gwener hag Adonis, gant Peter Paul Rubens.

Adonis (Άδωνης pe Άδωνις e henc'hresianeg) a oa unan eus doueed Hellaz kozh, patrom ar par en engehentañ.

Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A orin fenikian e oa. Kemmoù a c'hoarvezas dezhañ avat en Egipt hag e Kiprenez kent dezhañ degouezhout en Hellaz.

Mojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da g-Kinyras, roue Kiprenez, ha da v-Myrra a voe troet e gwezenn.

Marv Adonis, gant Luca Giordano.

Karet e oa gant Afrodite, doueez ar garantez, a fizias anezhañ e Persefone, doueez ar re varv, a garas anezhañ ivez, hag a fellas dezhi e virout eviti hec'h-unan. Ma'z eas Afrodite da glemm ouzh Zeus.

Emañ an Adonis-mañ, a orin roman, e mirdi al Louvre bremañ.

Setu pezh a zivizas mestr an doueed: e-pad pevar miz e vije gant an eil, e-pad pevar miz all gant eben, hag e-pad pevar miz all ez aje gant an hini a garje.

Mat e vije bet an traoù panevet da Ares (pe Apollon, pe Artemis, hervez ar mojennoù), a oa displijet o welout Afrodite ken sot gant Adonis.

Unan eus ar re warizius eta a gasas ur pemoc'h-gouez da lazhañ Adonis kaezh, a dapas un taol dant en e c'haol. Hag Afrodite er glac'har, ha da skuilhañ daeloù ken e rae.

Arouez ar vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arouez an natur hag ar vuhez e oa, arouez ar glazur o tiskenn e rouantelezh ar re varv er goañv hag o tistreiñ war an douar en hañv, arouez ar marv hag an dasorc'h, nevez bep bloaz.