Abu Bakr al-Baghdadi

Eus Wikipedia
Poltred Abu Bakr al-Baghdadi pa oa prizoniad e Camp Bucca, Irak, e 2004

Abou Bakr al-Baghdadi (Arabeg:أبو بكر البغدادي‎‎), pe Ibrahim Awad Ibrahim al-Badri (Arabeg:إبراهيم عواد إبراهيم علي محمد البدري السامرائي) e anv gwir, ganet d'an 28 a viz Gouhere 1971, a zo e penn aozadur ar Stad Islamek hag en em ziskleriet e oa Kalif. Lesanvet eo an tasmant[1].

D'ar 4 a viz Here 2011, ar gouarnamant amerikan a ouzhpennas al-Baghdadi war listenn ar sponterien klasket war o lerc'h ar muiañ gant ur sammad a US$10 milion evit pep keloù a c'hellfe degas e harz pe e varv. N'eus nemet penn al-Qaeda, Ayman al-Zawahiri, o kaout ur sammad arc'hant uheloc'h evit e harz pe e varv US$25 milion. Gouarnamant SUA a ziskler eo kiriek al-Baghdadi da skraperezh mac'hiaded, lakaat da sklav, palforzhañ ha muntrañ ur geodedourez amerikan a voe lazhet war-lerc'h. Meur a wech eo bet diskleriet e oa bet lazhet pe d'an nebeutañ gloazet-bras met betek-henn n'eo ket bet prouet anat. Marvet eo emlazhet e-kerzh an Oberiadur-brezel Kayla Mueller d'ar 27 a viz Here 2019, pa lakas da darzhañ ur gouriz-tarz a-raok bezañ prizoniet gant nerzhioù ispisial SUA.

Marv, gloazet don pe harzet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a wech eo bet embannet e oa bet lazhet, gloazet don pe prizoniet penn ar Stad Islamek. En gwirionez betek e varv e 2019 ne oa ket bet gwir.

  • 23 a viz Eost 2018: Al-Furqan, ur media eus ar stad Islamek, a embanne un enroladenn aodio eus ar c'halif al-Baghdadi evit vakañsoù muzulman an Eid al-Adha (gouel an aberzh). En enroladenn-se e vez klevet penn an aozadur, Abu Bakr al-Baghdadi, ar pezh a ziskoueze ne oa ket marvet nag harzet.
Pennoù brezel an oberiadur Kayla Mueller: ar prezidant Donald Trump hag ar besprezidant Mike Pence gant jeneral an Us Army Mark A. Milley

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]