Abdoulaye Wade

Eus Wikipedia

Abdoulaye Wade (ganet d'an 29 a viz Mae 1926) zo ur politikour eus Senegal ha prezidant ar vro etre 2000 ha 2012.

Graet en deus studioù war ar Gwir e Bro-C'hall. Goude bezañ bet korbellet e dilennadegoù 1978, 1983, 1988 ha 1993 e teuas a-benn da c'hounit dilennadegoù 2000 ha dont a reas da vezañ prezidant Senegal d'ar 1 a viz Ebrel. Addilennet eo bet e 2007. Er bloaz 2012 e klaskas bezañ dilennet ur wech c'hoazh daoust ma ne oa ket aotre hervez ar vonreizh, dre m'en doa graet daou respet c'hoazh. Koll a reas en eil tro a-enep Macky Sall.