A la lanterne!

Eus Wikipedia
Devezh an 10 a viz Eost 1792 ar re sans-culottes e-pad ur bodadeg "A la lanterne!". Ur beleg ha daou noblañs a vo krouget

A la lanterne! a oa ur youc'h gallek implijet e Pariz hag e Bro-c'hall e-pad an Dispac'h gall pa veze lazhadegoù direizh ha krouget tud ouzh peulioù al letern-straed er c'hêrioù. Adkavet e vez an droienn er ganaouenn reveulzi Ah ! ça ira (« les aristocrates à la lanterne ! »). Ar c'hazetenner Camille Desmoulins, a blije en em ginnig evel « prokulor meur al letern ». Skrivet en doa ur flemmskrid pe Discours de la Lanterne aux Parisiens evit lakaat anezho da sevel a-du gant lazhadegañ amreizh tud an noblañs.

Dre ma tremene ar reveulzi e voe paouezet gant al lazhadegoù amreizh ouzh al leternioù hag implijet ar guillotine hervez lezenn.

Camille Desmoulins en em lesanve e-unan "Prokulor meur al letern"

.

Evit lod istourourien e oa krog mare ar Spont bras gant bodadegoù "A la lanterne!".

Adkemer er sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Setu ul lodenn eus ar ganaouenn Ah ça ira

Ah ! ça ira, ça ira, ça ira!
Les aristocrates à la lanterne,
Ah ! ça ira, ça ira, ça ira!
Les aristocrates, on les pendra!
Et quand on les aura tous pendus,
On leur fich'ra la pelle au cul.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]