Reizh : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
krouadur ar bajenn (da vezañ peurechuet marteze) ha liammoù.
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 2 Gou 2011 da 15:00

Ar reizh, pe ar revr pe ar rev, pe ar seks a zo an hollad organoù a laka kemm etre ar bared hag ar parezed hag a servij evit ar revelezh.

D'un doare skiantel e c'heller kaozeal deus an doareennoù reizhel a renk kentañ a servijont evit embarañ hag a vez gwellet splann an aliesañ adalek devezh ar c'hanedigezh. Kaozet e vez deus ur barez pa vez an organoù reizhel parez ganti, pe deus ur par pa vez an organoù par gantañ. A-wezhoù, n'eo ket ken splann a-se ma z'eo par pe parez an nevez ganet.

An doareennoù reizhel a eil renk a zo an hollad diforc'hioù etre ar bared hag ar parezed ne servijont ket evit ar gouennañ hag e erruont da vare ar grennardiezh evit mab-den pe a vez gwelet nemet gant hiniennoù gour. En o zouez bronnoù ar merc'hed pe mouezh boud ar baotred evit spesad Mab-den, livioù disheñvel etre pared ha parezed evit kalz spesadoù laboused, hag all.