Jacopo Tintoretto : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: sk:Tintoretto |
|||
Linenn 47: | Linenn 47: | ||
Image:Jacopo Tintoretto 027.jpg|Porträt des Bildhauers [[Jacopo Sansovino]], 1560-70, Uffizien, [[Firenze]] |
Image:Jacopo Tintoretto 027.jpg|Porträt des Bildhauers [[Jacopo Sansovino]], 1560-70, Uffizien, [[Firenze]] |
||
Image:Jacopo Tintoretto 025.jpg|Maouezed o son, Gemäldegalerie [[Dresden]] |
Image:Jacopo Tintoretto 025.jpg|Maouezed o son, Gemäldegalerie [[Dresden]] |
||
Image: |
Image:Tintoret-Danaé-Lyon.jpgg|[[Danae]], Mirdi an Arzoù Kaer, [[Lyon]] |
||
Image:Jacopo Tintoretto 028.jpg|Poltred ur vaouez dispak he bruched |
Image:Jacopo Tintoretto 028.jpg|Poltred ur vaouez dispak he bruched |
||
</gallery> |
</gallery> |
Stumm eus an 27 Mez 2011 da 22:11
Tintoretto, pe Jacopo Tintoretto, zo ul livour italian, eus ar XVI-vet kantved, unan eus re vrudet skol Venezia, hag an diwezhañ eus livourien veur an Azginivelezh italian.
E anv
Jacopo Comin e oa e wir anv. Kement-se ne oa ket anavezet ken e oa bet kavet gant Miguel Falomir, penn kevrenn al livouriezh italian e mirdi ar Prado, e Madrid, hag embannet a-benn ar fin da-geñver diskouezadeg veur oberennoù Tintoretto e mirdi ar Prado. [1]
En yaouank e veze graet Jacopo Robusti anezhañ, war-lerc'h e dad, abalamour ma oa un den kreñv a'r c'hreñvañ, en devoa difennet perzhier Padova a-enep soudarded an impalaer santel.
Dont a ra e lesanv Tintoretto eus micher e dad, Battista Robusti, a laboure en ul liverezh dilhad ("tintorìa" en italianeg).
E vab Domenicho ivez a veze lesanvet heñvel (gwelout Domenicho Tintoretto) .
E yaouankiz
Ganet e oa d'an 29 a viz Gwengolo e 1518 e Venezia, hag eno e varvas d'an 31 a viz Mae 1594.
Diskibl e oa da d-Tizian. Diouzh a lavarer e oa trec'h d'e vestr evit c'hoari gant al livioù hag ar skeudoù. Marteze eo se zo kaoz ma ne chomas nemet un toullad mizioù gant ar mestr. Troet e oa gant doareoù ar mannierismo toskan ha roman a veze skignet e Venezia gant tud evel Sansovino, Salviati ha Schiavone.
Il Furioso a veze graet anezhañ abalamour d'an nerzh a zispigne da livañ. E zoare da implij ar gouloù a rae anezhañ ur rakbarok en ur stumm. E-touez e oberennoù brudetaén emañ an aridennad livadurioù diwar-benn buhez Jezuz ha Mari e skol San Rocco.
Meur a oberenn zo bet skrivet gant Jean Paul Sartre diwar-benn Tintoretto.
Oberennoù brudetañ Tintoretto eo al livadurioù en deus graet eus buhez Jezuz hag ar Werc'hez er Scuola Grande di San Rocco, ma voe anvet da ginkler ofisiel anezhi en 1564.
Notennoù
Taolennoù
-
Suzana hag ar gozhidi, 1555-56
-
Sant Jord hag an aerouant, h. 1560
-
Kavidigezh korf Sant Mark, h. 1562
-
Dougen korf Sant Mark, 1562-1566, Gallerie dell'Accademia, Venezia
-
Orin ar Via Láctea, h. 1575-1582
-
Los fastos de los Gonzaga, h. 1578-1580
-
Ar prokulor Marco Grimani, h. 1580
-
Ar goan ziwezhañ, 1592-94
-
Wunder des hl. Markus, 1548, Gallerie dell'Accademia, Venezia
-
Kreuzigung, 1565, Scuola San Rocco, Venezia
-
Christi Himmelfahrt, um 1566, Scuola San Rocco, Venezia
-
Porträt des Bildhauers Jacopo Sansovino, 1560-70, Uffizien, Firenze
-
Maouezed o son, Gemäldegalerie Dresden
-
Poltred ur vaouez dispak he bruched