Klerenn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Pajenn nevez : thumb|Kavenn ar brusk, ar glerenn e-kreiz thumb|ar glerenn Ar '''glerenn''', pe '''sternom''', zo un askorn plat ha hir e-kreiz ...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 27 Mez 2011 da 10:59

Kavenn ar brusk, ar glerenn e-kreiz
ar glerenn

Ar glerenn, pe sternom, zo un askorn plat ha hir e-kreiz ar brusk, stumm un T dezhi. Stag eo ouzh ar c'hostezennoù gant migorn evit reiñ framm da kavenn ar brusk a warez ar galon, ar skevent hag ar gwazhied pennañ.

Teir rann a ya d'ober ar glerenn :

  • an dornell (e krec'h), stag ouzh an trebezioù-skoaz hag ouzh an div gostezenn gentañ
  • ar c'horf, stag ouzh migorn an eil kostezennoù betek ar 7vet re
  • al lech, stag ouzh migorn ar 7vet kostezennoù, asambles gant korf ar glerenn. Ma vez pouezet fall war ar brusk e-kerz un obererezh advevañ kalon ha skevent e c'hell al lech terriñ kuit ha mont en avu ma vo kaoz eus ur gwadliñv diabarzh.