Vizon Amerika : diforc'h etre ar stummoù
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: koi:Чуша; Kemm dister |
D r2.6.1) (Robot ouzhpennet: gl:Visón americano |
||
Linenn 41: | Linenn 41: | ||
[[fi:Minkki]] |
[[fi:Minkki]] |
||
[[fr:Vison d'Amérique]] |
[[fr:Vison d'Amérique]] |
||
[[gl:Visón americano]] |
|||
[[hr:Američka vidrica]] |
[[hr:Američka vidrica]] |
||
[[hu:Amerikai nyérc]] |
[[hu:Amerikai nyérc]] |
Stumm eus an 25 Mez 2011 da 21:32
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Mammalia | ||
Urzhad : | Carnivora | ||
Kerentiad : | Mustelidae | ||
Iskerentiad : | Mustelinae | ||
Genad : | Neovison | ||
Anv skiantel | |||
Neovison vison Schreber, 1777 | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Vizon Amerika (Neovison vison pe Mustela vison) zo ur bronneg kigdebrer eus kerentiad ar mustelideged. Ar spesad bev nemetañ eo er genad Neovison.
Bevañ a ra en Alaska, Kanada hag en darn vrasañ eus ar Stadoù-Unanet. Trevadennoù a gaver ivez en Douar-Nevez, en Europa, hag en Amerika ar Su, diazezet gant anevaled achapet eus magerezhioù.
Parañ a ra ar pared gant parezed vizon Europa kent ma c'hellfe pared ar spesad-mañ en ober, ar pezh a zo abeg da ziskar poblañs vizon Europa. Kemeret en deus perzh ivez e diskar ar vuenn voutin e Breizh-Veur.
Vizon Amerika en deus ur c'horf moan ha hir hag ur vlevenn stank gell-du gant un tarch gwenn dindan e c'hroñj. Pavioù berr en deus ha mat eo da neuial.
Vizon Amerika a vev er c'hoadegoù hag er pradennoù e-kichen ur stêr pe ul lenn. E ribl ar stêrioù e kleuz douarennoù. Debriñ a ra bronneged bihan, pesked ha raned. Diouzh an noz e vez oberiant dreist-holl.
En o-unan e vev vizoned Amerika nemet e-pad koulz ar parañ a c'hoarvez etre miz C'hwevrer ha miz Ebrel.