Sylt : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: et:Sylt, dsb:Sylt, nds:Sylt, frr:Söl', ca:Sylt
Linenn 28: Linenn 28:


[[ar:سيلت (جزيرة)]]
[[ar:سيلت (جزيرة)]]
[[ca:Sylt]]
[[da:Sild (ø)]]
[[da:Sild (ø)]]
[[de:Sylt]]
[[de:Sylt]]
[[dsb:Sylt]]
[[el:Συλτ]]
[[el:Συλτ]]
[[en:Sylt]]
[[en:Sylt]]
[[eo:Sylt]]
[[eo:Sylt]]
[[es:Sylt]]
[[es:Sylt]]
[[et:Sylt]]
[[fi:Sylt]]
[[fi:Sylt]]
[[fr:Sylt]]
[[fr:Sylt]]
[[frr:Söl']]
[[fy:Söl]]
[[fy:Söl]]
[[hr:Sylt]]
[[hr:Sylt]]
Linenn 41: Linenn 45:
[[it:Sylt]]
[[it:Sylt]]
[[lv:Zilta]]
[[lv:Zilta]]
[[nds:Sylt]]
[[nl:Sylt]]
[[nl:Sylt]]
[[nn:Sylt]]
[[nn:Sylt]]

Stumm eus an 17 Mez 2011 da 12:07

Sylt (Sylt en alamaneg, Sild e daneg, Söl e frizeg) eo an hini vrasañ e-touez Inizi Friz an Hanternoz. Emañ e stad Schleswig-Holstein, e hanternoz Alamagn.

Skeudenn tennet eus ul loarell

War-dro 99 km² eo he gorread, ar pezh a ra anezhi ar pevare enezenn vrasañ en Alamagn, hag an hini vrasañ e Mor an Hanternoz. Emañ etre 9 ha 16 km diouzh an douar-bras, hag abaoe 1927 eo stag outañ war-bouez ur chaoser 11 km hed, anvet Hindenburgdamm, ma tremen trenioù hepken. Gallout a reer ivez mont da enez Sylt gant bigi-treizh a loc’h eus enez danat Rømø, pelloc’h en hanternoz.

En em astenn a ra an enezenn a-hed 38 km eus an norzh d’ar su ; en he c’hreiz emañ en he ledanañ, gant 12,6 km ledander, e-kichen kêr Westerland. E tu ar c’hornôg e kaver un draezhenn hir a-hed an aod. E tu ar reter emañ Mor Wadden (Wattenmeer en alamaneg), gant ur park natur. Eno e vez dizoloet lec’hidegoù bras gant ar mor pa vez tre. Un dorgenn 52,5 metr uhelder, anvet Uwe-Düne, eo ar poent uhelañ, en norzh da Westerland.

Mor Wadden, gwelet eus Sylt

Levezonet eo hinad Sylt gant ar Gulf Stream. E-pad ar goañv ne vez ket re yen (2º well-wazh), hag e-pad an hañv nevez morse gwall domm (17º well-wazh). Kalz touristed a zeu da enez Sylt, abaoe dibenn an XIXvet kantved. Hag e-leiz a bennoù brudet en Alamagn o deus un ti-vakañsoù enni.

O rannyezh frizek dezho o deus tud Sylt, anvet Söl'ring, disheñvel a-walc’h diouzh ar rannyezhoù frizek all, abalamour da levezon an daneg warni. Ne vez ket kaozeet gant kalz tud ken avat, hag ur yezh en arvar eo, abalamour d’al lanvioù touristed a zeu d’an enezenn.

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Patrom:Liamm PuB