Kaozeadenn Implijer:MP : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Sioul!!
MP (kaozeal | degasadennoù)
O tiverkañ kement danvez zo war ar bajenn
Linenn 1: Linenn 1:
{{Linennoù heñchañ}}
__TOC__
{{Patrom:Portal al lennegezh/Lizher}}

* Eus netra, ma'z peus ezhomm sikour evit tra pe dra e c'hallez goulenn ouzhin pe ouzh an implijerien all. Klasket e vez magañ ur spered a gensikour etre an dud war ar wiki-mañ (ar pezh na vir ket ouzh pep hini da gaout e soñjoù evel-just). Kalon ha plijadur dit war wikipedia e brezhoneg.
--[[Implijer:Fulup|Fulup]] 21 Gen 2006 da 17:16 (UTC)

*Gourc'hemennoù dit evit ar pennadoù dedennus az peus degaset ha kalon vat.
--[[Implijer:Yun|Yun]] 22 Gen 2006 da 09:05 (UTC)

*Kalon vat, ha dalc'h mat.
--[[Implijer:Yun|Yun]] 22 Gen 2006 da 12:51 (UTC)

==Portal al lennegezh==
* Dispar, gourc'hemennoù evit da bortal al lennegezh. Kalz a c'halli degas war ar wiki-mañ ma'z out barrek war ar pajennaozañ. Un tamm berr e oamp war an tu-se ha mar fell deomp e teufe muioc'h a dud da welet hor c'helc'hgeriadur e rankomp bezañ gouest da ginnig traoù plijus da welet. Gourc'hemennoù c'hoazh. Spi am eus e kendalc'hi war tachennoù all
--[[Implijer:Fulup|Fulup]] 22 Gen 2006 da 16:00 (UTC)

== Demat adarre==

...ha trugarez evit bout degemeret ac'hanon... hag evit bout roet un ali fur a-zivout ar rummadoù.
A galon.
[[Implijer:Kadbzh|Kadbzh]] 15 Mez 2006 da 20:11 (UTC)

== [[Kurów]] ==

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or EN wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. [[:wikt:pl:User:Pietras1988|Pietras1988]] 16 Mez 2006 da 17:36 (UTC)

== Pennad diwar benn ar sonaozourien ==

Salud deoc'h,

Ar pennad diwar benn ar sonaozourien 'meus kavet war Wikipedia e Daneg, met da c'houde 'meus cheñchet titouroù

Kenavo

==Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)==

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ).
Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: [[Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)]]

--[[Implijer:Neal|Neal]] 5 Du 2006 da 09:16 (UTC) (Merour)

== Kartenn ar Wikipedourien ==

* Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien vrezhonek. Mar fell dit bezañ warni e c'hallez goulenn amañ : [[Wikipedia:Kartenn ar Wikipedourien]]. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 9 Kzu 2006 da 15:56 (UTC)

== Hanez ==

Demat dit, lakaan a ran dit amañ ar gaoz zo en-dro d'ar rummad hanez bet krouet ganit evit ma c'hallfes bezañ kelaouet ha reiñ da soñj.

''Da betra servij ar rummad hanez-mañ pa'z eus dija ur rummad istor? Hanez zo un amprest diwar ar c'hembraeg bet graet er bloavezhioù 60 pe 70 evit kemer plas ar ger istor. N'en deus ket graet berzh. Dibaot-kenañ eo an dud a ra gant an termen-mañ. Kinnig a ran e vefe diverket ar rummad-mañ ha rummet ar pennadoù ennañ dindan Istor > Henamzer pe Marevezh henc'resian zo rummadoù bet krouet a-raok. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 9 Kzu 2006 da 20:24 (UTC)
**''A-du ganit--[[Implijer:Yun|Yun]] 9 Kzu 2006 da 20:41 (UTC)''
* ''Me 'gav din eo bet implijet ''Hanez'' amañ evit treiñ ar galleg ''épopée'' ha n'eo ket evit ''Histoire''.--[[Implijer:Llydawr|Llydawr]] 9 Kzu 2006 da 21:46 (UTC)''
**''mmm, gwelet a ran eo Favereau a ro ''hanez'' evit ''épopée''. Koulskoude eo "istor" talvoudegezh ''hanez''. Vallée a rae gant ''danevell-veur''. ''Hanez'' n'emañ ket gant RH. N'emañ ket kennebeut gant an Here. Ne gavan ket ''épopée'' war TermOfis. Bank Preder a ro ''mojenn-veur, meurzanevell'' pe ''kanenn-veur''. An termenoù diwar ''danevell'' a seblant din bezañ feal a-walc'h d'ar c'heal zo da dreiñ. ''Hanez'' ne glot ket ha degas a ra kemmesk pa oa bet amprestet da gentañ gant SADED evit lakaat e plas an termen istor. Lakaat a ran ar gaoz-mañ war bajenn gaozeal ar [[:rummad:Hanez]] hag e lakaan ur c'hemenn war bajenn gaozeal [[Implijer:MP|MP]] eo bet savet ar rummad gantañ/i [[Implijer:Fulup|Fulup]] 10 Kzu 2006 da 14:07 (UTC)''

Mar plij, ro da soñj war bajenn gaozeal ar [[:rummad:Hanez]] ha war pajenn ar [[Wikipedia:Pajennoù da nullañ]]. Trugarez. [[Implijer:Fulup|Fulup]] 10 Kzu 2006 da 14:07 (UTC)

== Da ali mar plij ==

Ro da ali mar plij diwar-benn ar c'hinnig-mañ bet savet gin evit eeunaat an traopu un tammig: [[Treuzlizherennadur gresianek]].
Trugarez
--[[Implijer:Neal|Neal]] 10 Kzu 2006 da 20:29 (UTC)

Meur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.

Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.

Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 ''s'' + EIA), Odisseus (2 ''s''), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. [[Implijer:MP|MP]] 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)

laouen on o welet e talvez d'un dra bennaket an tammig labour-se bet kaset da benn ganin. e gwirionez avat ne denn an daolenn nemet d'an doareoù da dreuzlizherenniñ/treuzskrivañ anvioù gresianek divoutin ha ne vefe ket fall he c'hlokaat gant kinnigoù morfologel o tennañ d'an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin ivez. daoust ha ma kaver en dalenn kevalterioù evit ar henc'hresianeg koulz hag evit ar gresianeg a-vremañ e savet e oa bet an daolenn o soñjal kentoc'h e anvioù divoutin gresianiz/ezed a-hiziv rak ar yezh-se an hini eo a anaouan ar gwellañ. mt e vefe da dud all bet pledet gante war ar studioù klasel peurglokaat ar pennad dre ouzhpennañ titour diwar-benn ar gerioù a-orin henc'hresianek divoutin ha boutin kavet er brezhoneg a-vremañ hag ivez skiantourion/zed evit kaozeal eus morfologiezh al c'hengerioù (rakgerioù ha lostgerioù) etrebroadel implijet e brezhoneg ha savet diwar gwriziennoù gresianek.
A-hendall, em bije graet me gant "Odisea" hag "Iliad" met n'on ket ur mailh war an etimologiezh klasel. Setu un nebeud pennadoù skouer hag a c'hellfe tavezout evit kas al labour war-raok war an dachenn-mañ tennet diwar ar Wikipedia e saozneg (liammo``u etrewiki davet yezhoù all war ar pajennoù-se):

*[[:en:English words of Greek origin|Gerioù saoznek a orin gresianek]]
*[[:en:List of Latin and Greek words commonly used in systematic names|Roll ar gerioù latin ha gresianek boutin implijet evit sevel anvioù sistematek]]
*[[:en:List of Greek words with English derivatives|Roll ar gerioù saoznek savet diwar gwriziennoù gresianek]]
*[[:en:Classical compound|Gerioù kevrennek savet diwar grwiziennoù klasel]]

A-galon,--[[Implijer:Neal|Neal]] 11 Kzu 2006 da 08:50 (UTC)

== Kentelioù Bianchi-Bihan ==

Ne gomprenan ket kentel diwezhañ [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] daoust ha ma vefe resevet kentelioù brezhoneg gantañ hag evit mann gwezh ha gwezh all. Ur gentel am eus desket a-drugarez d'am darempredoù gantañ avat: ne dalvez da netra bouetañ ar [[Roñfl (kenrouedad)|roñfled]]. Keuz 'm eus da vezañ desket ar gentel re diwezhat siwazh. Kalon vat dit evit kas da labour war-raok. A-galon
--[[Implijer:Neal|Neal]] 11 Kzu 2006 da 16:41 (UTC)

==Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek==
Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an [[Wikipedia:Kumuniezh/An ti-chopin|ti-chopin]] (amañ[http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/An_ti-chopin#Titl_pennado.C3.B9_penna.C3.B1_o_tenna.C3.B1_da_anvio.C3.B9_divoutin_gresianek]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)

==na keuz na reuz==
na keuz 'peus da gaoust na reuz bet graet ha peoc'h 'vez dre vras (pas atav, met peurliesañ). tan 'dei gant da labour.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 12 Kzu 2006 da 19:37 (UTC)

==Stag==
N'em bije ket implijet ''stag'' evit envel da bennadoù db ar fonetik, met ma rankez ober, skriv ''stag ouzh'', rak ''stag da'' n'emañ ket e-barzh ar brezhoneg. A galon.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Kzu 2006 da 18:01 (UTC) N'ouzon ket, n'on ket nec'het gant an danvez-se. ...a denn da, marteze. [[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Kzu 2006 da 20:55 (UTC)

==Respont==
[http://br.wikipedia.org/wiki/Kaozeal:Porched:Egiptopedia Amañ], [[Implijer:Benoni|Benoni]] 16 Kzu 2006 da 19:51 (UTC)


==Roll-anvioù==
N'eo ket ur soñj fall treiñ ar roll anvioù saoznek-se a zo bet plantet er wiki brezhonek. Pa skrivez "skrivagner Holland" e ouezez eo "l'écrivain de la Hollande" e vezez o skrivañ. Ez lec'h e skrivfen kentoc'h "skrivagner eus Holland". Ec'h an da neiredezeta.[[Implijer:Bianchi-Bihan|Bianchi-Bihan]] 16 Kzu 2006 da 22:16 (UTC)

== Kudenn embann-diembann: respont ==

Mat e vefe klask dont a-benn da gaout un diskoulm dre en em glevet seder etrezoc'h o-taou da gentañ. Setu, kinnig a ran un diskoulm a c'hellfe talvezout marteze evit sioulaat an traoù hep mont da c'hoût gant piv emañ ar gwir en afer-mañ. Ret eo klask mont war-raok atav ha tizhout kenemglevioù evit gallout leuskel a-drek ar c'hudennoù da vat ar buanañ ma c'heller.
Ma komprenan mat e sav ar gudenn diwar ar fed ma ve lakaet ur patrom resis ([[:Patrom:barrenn-glask]]) e-krec'h pennadoù o tennañ d'an dachenn-se. Gwir eo n'eo ket gwall vrav ar patrom, met mar kav d'un implijer/ez eo talvoudus-tre e implijout e c'hellfed kenderc'hel d'ober gantañ seul wezh ma vo kinklet bravoc'h ha lakaet e traoñ ar bajenn.
Setu ma c'hinnig neuze:
Adober ar patrom (ober a rin war-dro) hag e lakaet e traoñ ar pennadoù.
Hag a-du oc'h? Kasit me ur gerig o lâret hag-eñ oc'h a-du gant ar c'hinnig-mañ war-eeun pe ma fell deoc'h ouzhpennañ tra pe dra pe sevel ur c'hinnig all.
'''Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija.'''
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]] 17 Kzu 2006 da 10:01 (UTC)
Sell ouzh ar c'hinnig resisoc'h-mañ ha ro da ali mar plij: [[Kaozeadenn Patrom:Barrenn-glask]]
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]]

== Benoni ==
(eilet diwar ma fajenn gaozeal [[Kaozeadenn Implijer:Neal]])
Kavout a ran divergont komzoù ar paotr-se. Ha ma cheñchamantoù zo spammoù bremañ. Petra eo ar patromoù em bijet plantet e ''degadoù a bajennoù'' ? [[Implijer:MP|MP]]

{{Respontet}} Respontet eo bet en un doare hollek dija [[Kaozeadenn Implijer:MP|amañ]].
--[[Implijer:Neal|Neal]] 17 Kzu 2006 da 12:05 (UTC)

==Desk lenn!==
N'em eus ket graet ur revert: ur c'hemm am eus kaset, o heuilhañ alioù Neal (e ginnig a zo war da bajenn ivez, gwellet e druz a-us!)... Desk lenn![[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Kzu 2006 da 17:40 (UTC)
::::Frazenn rik Neal a zo : "Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija". Setu ma ne gomprenes brezhoneg n'eo ket dre ma fazi...[[Implijer:Benoni|Benoni]] 17 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)

== Kudenn - kemenn ==

Gwelet a ran ne deuit ket a-benn d'en em renkañ kenetrezoc'h-chwi ho-taou. N'an ket da lâret gant piv a gav din emañ ar gaou - ne ran nemet pediñ chom a-sav da labourat war an tem-mañ betek ma vo bet kavet un diskoulm. Bez' emaon o klask labourat war gwellaat ar patrom evit ma plijo d'an holl. Keit ha ma vo war ar stern (hag ur pikol labour anezhañ ivez, me lâr deoc'h), ARABAT ouzhpennañ ar patromoù kozh ouzh pennadoù nevez pe c'hoazh o zennañ diwar pennadoù m'int bet implijet warne dija.
Stanket e vo an neb a glask mont pelloc'h gant ar gudenn keit ha ma vin o klask he diskoulmañ. Ret eo klask mont war-raok kentoc'h evit mont donoc'h-donañ atav e kudennoù tremenet.
Respontet eo bet din gant [[Implijer:Benoni|Benini]] o lâret e oa a-du gant an diskoulm bet kinniget ganin. Bez' on o c'hortoz c'hoazh ur respont a-berzh [[Implijer:MP|MP]].
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]] 17 Kzu 2006 da 18:48 (UTC)

== Sioul!! ==

Sioul!! Arabat mont war hent an tagadennoù personel, ha m'eo kroget unan bennak da vont warnañ dija gwelloc'h dezhañ chom a-sav e lec'h mont pelloc'h! Trawalc'h!!!!

Setu an diskoulm da c'hortoz evit lakaat an traoù da vont war sederaat:

* O sevel ur patrom nevez on evit enteuziñ tri fatrom damheñvel o fal.
* Klasket vez sevel ur patrom brav ha talvoudus
* Pa vo achu e vo tu d'e implijout e traoñ pennad pe bennad hervez c'hoant pep hini
* Skarzhet e vo ar patromoù kozh ha lakaet an hini nevez en o flas (ne vo kollet tamm danvez ebet en ur ober evel-se, m'hen tou)
* Betek ma vo achu ar patrom nevez arabbat kenderc'hel da implijout ar re gozh na d'o zennañ diouzh pennadoù m'int bet implijet warne dija.

Ma ne vez ket doujet d'an diviz-mañ e vo stanket an implijer/ion a glask kas an tabut pelloc'h c'hoazh ha gwarezet e vo ar pennadoù kemmet-digemmet.

Leuskit an tem me ho ped. oût mat a ran an diaezet e c'hell bezañ kilañ, dreist-holl pa gav da unan emañ ar gwir gantañ, met evit mad ar raktres hag evit ma c'hellfoc'h ho-taou kenderc'hel da labourat pep hini diouzh e du o tegas e damm skiant e vefe gwell chom a-sav gant an tabut-mañ raktal. Setu, me ho ped: na gasit gerig ebet ken etrezoc'h diwar-benn an tem-mañ e-pad un nebeud devezhioù mar plij o c'hortoz ma teufe sklaeroc'h an traoù.
--[[Implijer:Neal|Neal]] 17 Kzu 2006 da 19:25 (UTC)

Stumm eus an 17 Kzu 2006 da 21:31