Kaozeadenn Implijer:MP : diforc'h etre ar stummoù

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neal (kaozeal | degasadennoù)
kinnig resisoc'h - ro da ali mar plij
Neal (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 118: Linenn 118:
Sell ouzh ar c'hinnig resisoc'h-mañ ha ro da ali mar plij: [[Kaozeadenn Patrom:Barrenn-glask]]
Sell ouzh ar c'hinnig resisoc'h-mañ ha ro da ali mar plij: [[Kaozeadenn Patrom:Barrenn-glask]]
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]]
--[[Implijer:Merour (N)|Merour (N)]]

== Benoni ==
(eilet diwar ma fajenn gaozeal [[Kaozeadenn Implijer:Neal]])
Kavout a ran divergont komzoù ar paotr-se. Ha ma cheñchamantoù zo spammoù bremañ. Petra eo ar patromoù em bijet plantet e ''degadoù a bajennoù'' ? [[Implijer:MP|MP]]

{{Respontet}} Respontet eo bet en un doare hollek dija [[Kaozeadenn Implijer:MP|amañ]].
--[[Implijer:Neal|Neal]] 17 Kzu 2006 da 12:05 (UTC)

Stumm eus an 17 Kzu 2006 da 12:08

Degemer - Porched ar gumuniezh - Wikipedia - Porched al Lennegezhioù - Rummad al Lennegezh
F.A.G. - An davarn - Skoazell - Patromoù - Patromoù ar Porchedoù - Pajennoù da nullañ

Patrom:Portal al lennegezh/Lizher

  • Eus netra, ma'z peus ezhomm sikour evit tra pe dra e c'hallez goulenn ouzhin pe ouzh an implijerien all. Klasket e vez magañ ur spered a gensikour etre an dud war ar wiki-mañ (ar pezh na vir ket ouzh pep hini da gaout e soñjoù evel-just). Kalon ha plijadur dit war wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 21 Gen 2006 da 17:16 (UTC)[respont]

  • Gourc'hemennoù dit evit ar pennadoù dedennus az peus degaset ha kalon vat.

--Yun 22 Gen 2006 da 09:05 (UTC)[respont]

  • Kalon vat, ha dalc'h mat.

--Yun 22 Gen 2006 da 12:51 (UTC)[respont]

Portal al lennegezh

  • Dispar, gourc'hemennoù evit da bortal al lennegezh. Kalz a c'halli degas war ar wiki-mañ ma'z out barrek war ar pajennaozañ. Un tamm berr e oamp war an tu-se ha mar fell deomp e teufe muioc'h a dud da welet hor c'helc'hgeriadur e rankomp bezañ gouest da ginnig traoù plijus da welet. Gourc'hemennoù c'hoazh. Spi am eus e kendalc'hi war tachennoù all

--Fulup 22 Gen 2006 da 16:00 (UTC)[respont]

Demat adarre

...ha trugarez evit bout degemeret ac'hanon... hag evit bout roet un ali fur a-zivout ar rummadoù. A galon. Kadbzh 15 Mez 2006 da 20:11 (UTC)[respont]

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://fr.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w or EN wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. Pietras1988 16 Mez 2006 da 17:36 (UTC)

Pennad diwar benn ar sonaozourien

Salud deoc'h,

Ar pennad diwar benn ar sonaozourien 'meus kavet war Wikipedia e Daneg, met da c'houde 'meus cheñchet titouroù

Kenavo

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:16 (UTC) (Merour)[respont]

Kartenn ar Wikipedourien

Hanez

Demat dit, lakaan a ran dit amañ ar gaoz zo en-dro d'ar rummad hanez bet krouet ganit evit ma c'hallfes bezañ kelaouet ha reiñ da soñj.

Da betra servij ar rummad hanez-mañ pa'z eus dija ur rummad istor? Hanez zo un amprest diwar ar c'hembraeg bet graet er bloavezhioù 60 pe 70 evit kemer plas ar ger istor. N'en deus ket graet berzh. Dibaot-kenañ eo an dud a ra gant an termen-mañ. Kinnig a ran e vefe diverket ar rummad-mañ ha rummet ar pennadoù ennañ dindan Istor > Henamzer pe Marevezh henc'resian zo rummadoù bet krouet a-raok. Fulup 9 Kzu 2006 da 20:24 (UTC)[respont]

  • Me 'gav din eo bet implijet Hanez amañ evit treiñ ar galleg épopée ha n'eo ket evit Histoire.--Llydawr 9 Kzu 2006 da 21:46 (UTC)[respont]
    • mmm, gwelet a ran eo Favereau a ro hanez evit épopée. Koulskoude eo "istor" talvoudegezh hanez. Vallée a rae gant danevell-veur. Hanez n'emañ ket gant RH. N'emañ ket kennebeut gant an Here. Ne gavan ket épopée war TermOfis. Bank Preder a ro mojenn-veur, meurzanevell pe kanenn-veur. An termenoù diwar danevell a seblant din bezañ feal a-walc'h d'ar c'heal zo da dreiñ. Hanez ne glot ket ha degas a ra kemmesk pa oa bet amprestet da gentañ gant SADED evit lakaat e plas an termen istor. Lakaat a ran ar gaoz-mañ war bajenn gaozeal ar rummad:Hanez hag e lakaan ur c'hemenn war bajenn gaozeal MP eo bet savet ar rummad gantañ/i Fulup 10 Kzu 2006 da 14:07 (UTC)[respont]

Mar plij, ro da soñj war bajenn gaozeal ar rummad:Hanez ha war pajenn ar Wikipedia:Pajennoù da nullañ. Trugarez. Fulup 10 Kzu 2006 da 14:07 (UTC)[respont]

Da ali mar plij

Ro da ali mar plij diwar-benn ar c'hinnig-mañ bet savet gin evit eeunaat an traopu un tammig: Treuzlizherennadur gresianek. Trugarez --Neal 10 Kzu 2006 da 20:29 (UTC)[respont]

Meur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.

Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.

Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 s + EIA), Odisseus (2 s), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. MP 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)[respont]

laouen on o welet e talvez d'un dra bennaket an tammig labour-se bet kaset da benn ganin. e gwirionez avat ne denn an daolenn nemet d'an doareoù da dreuzlizherenniñ/treuzskrivañ anvioù gresianek divoutin ha ne vefe ket fall he c'hlokaat gant kinnigoù morfologel o tennañ d'an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin ivez. daoust ha ma kaver en dalenn kevalterioù evit ar henc'hresianeg koulz hag evit ar gresianeg a-vremañ e savet e oa bet an daolenn o soñjal kentoc'h e anvioù divoutin gresianiz/ezed a-hiziv rak ar yezh-se an hini eo a anaouan ar gwellañ. mt e vefe da dud all bet pledet gante war ar studioù klasel peurglokaat ar pennad dre ouzhpennañ titour diwar-benn ar gerioù a-orin henc'hresianek divoutin ha boutin kavet er brezhoneg a-vremañ hag ivez skiantourion/zed evit kaozeal eus morfologiezh al c'hengerioù (rakgerioù ha lostgerioù) etrebroadel implijet e brezhoneg ha savet diwar gwriziennoù gresianek. A-hendall, em bije graet me gant "Odisea" hag "Iliad" met n'on ket ur mailh war an etimologiezh klasel. Setu un nebeud pennadoù skouer hag a c'hellfe tavezout evit kas al labour war-raok war an dachenn-mañ tennet diwar ar Wikipedia e saozneg (liammo``u etrewiki davet yezhoù all war ar pajennoù-se):

A-galon,--Neal 11 Kzu 2006 da 08:50 (UTC)[respont]

Kentelioù Bianchi-Bihan

Ne gomprenan ket kentel diwezhañ Bianchi-Bihan daoust ha ma vefe resevet kentelioù brezhoneg gantañ hag evit mann gwezh ha gwezh all. Ur gentel am eus desket a-drugarez d'am darempredoù gantañ avat: ne dalvez da netra bouetañ ar roñfled. Keuz 'm eus da vezañ desket ar gentel re diwezhat siwazh. Kalon vat dit evit kas da labour war-raok. A-galon --Neal 11 Kzu 2006 da 16:41 (UTC)[respont]

Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek

Dedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[1]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)[respont]

na keuz na reuz

na keuz 'peus da gaoust na reuz bet graet ha peoc'h 'vez dre vras (pas atav, met peurliesañ). tan 'dei gant da labour. --Neal 12 Kzu 2006 da 19:37 (UTC)[respont]

Stag

N'em bije ket implijet stag evit envel da bennadoù db ar fonetik, met ma rankez ober, skriv stag ouzh, rak stag da n'emañ ket e-barzh ar brezhoneg. A galon.Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 18:01 (UTC) N'ouzon ket, n'on ket nec'het gant an danvez-se. ...a denn da, marteze. Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 20:55 (UTC)[respont]

Respont

Amañ, Benoni 16 Kzu 2006 da 19:51 (UTC)[respont]


Roll-anvioù

N'eo ket ur soñj fall treiñ ar roll anvioù saoznek-se a zo bet plantet er wiki brezhonek. Pa skrivez "skrivagner Holland" e ouezez eo "l'écrivain de la Hollande" e vezez o skrivañ. Ez lec'h e skrivfen kentoc'h "skrivagner eus Holland". Ec'h an da neiredezeta.Bianchi-Bihan 16 Kzu 2006 da 22:16 (UTC)[respont]

Kudenn embann-diembann: respont

Mat e vefe klask dont a-benn da gaout un diskoulm dre en em glevet seder etrezoc'h o-taou da gentañ. Setu, kinnig a ran un diskoulm a c'hellfe talvezout marteze evit sioulaat an traoù hep mont da c'hoût gant piv emañ ar gwir en afer-mañ. Ret eo klask mont war-raok atav ha tizhout kenemglevioù evit gallout leuskel a-drek ar c'hudennoù da vat ar buanañ ma c'heller. Ma komprenan mat e sav ar gudenn diwar ar fed ma ve lakaet ur patrom resis (Patrom:barrenn-glask) e-krec'h pennadoù o tennañ d'an dachenn-se. Gwir eo n'eo ket gwall vrav ar patrom, met mar kav d'un implijer/ez eo talvoudus-tre e implijout e c'hellfed kenderc'hel d'ober gantañ seul wezh ma vo kinklet bravoc'h ha lakaet e traoñ ar bajenn. Setu ma c'hinnig neuze: Adober ar patrom (ober a rin war-dro) hag e lakaet e traoñ ar pennadoù. Hag a-du oc'h? Kasit me ur gerig o lâret hag-eñ oc'h a-du gant ar c'hinnig-mañ war-eeun pe ma fell deoc'h ouzhpennañ tra pe dra pe sevel ur c'hinnig all. Btek ma vo tizhet un emglev e pedan chom a-sav da lakaat ar patrom-se war pennadoù all ha d'e dennañ diouzh pennadoù m'emañ bet lakaet warne dija. --Merour (N) 17 Kzu 2006 da 10:01 (UTC) Sell ouzh ar c'hinnig resisoc'h-mañ ha ro da ali mar plij: Kaozeadenn Patrom:Barrenn-glask --Merour (N)[respont]

Benoni

(eilet diwar ma fajenn gaozeal Kaozeadenn Implijer:Neal) Kavout a ran divergont komzoù ar paotr-se. Ha ma cheñchamantoù zo spammoù bremañ. Petra eo ar patromoù em bijet plantet e degadoù a bajennoù ? MP

Nevez Respontet eo bet en un doare hollek dija amañ. --Neal 17 Kzu 2006 da 12:05 (UTC)[respont]