Verb : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: hsb:Werb
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: dsb:Werb
Linenn 85: Linenn 85:
[[Rummad:Yezhoniezh]]
[[Rummad:Yezhoniezh]]
[[Rummad:Verb]]
[[Rummad:Verb]]

[[ltg:Laikvuords]]


[[af:Werkwoord]]
[[af:Werkwoord]]
Linenn 106: Linenn 104:
[[da:Udsagnsord]]
[[da:Udsagnsord]]
[[de:Verb]]
[[de:Verb]]
[[dsb:Werb]]
[[el:Ρήμα]]
[[el:Ρήμα]]
[[en:Verb]]
[[en:Verb]]
Linenn 139: Linenn 138:
[[ln:Likelelo]]
[[ln:Likelelo]]
[[lt:Veiksmažodis]]
[[lt:Veiksmažodis]]
[[ltg:Laikvuords]]
[[lv:Darbības vārds]]
[[lv:Darbības vārds]]
[[mhr:Глагол]]
[[mhr:Глагол]]

Stumm eus an 9 Mez 2011 da 21:59

Ur rummad yezhadur eo ur verb o tennañ d'un ober (d.s "degas", "lenn"), d'un darvoud (d.s. "kreskiñ", "lugerniñ"), pe d'ur stad (d.s. "bezañ", "bevañ").


Stummoù ar verb a c'hell chench kalz a yezh da yezh. Setu un nebeut faktorioù a c'hell bezañ diskwelet gant ur verb (pe get):

  • an amzer (saoz. 'tense');
  • an arvez (saoz. 'aspect');
  • ar doare (saoz. 'mood') hag;
  • an tu (saoz. 'voice').

A-hendall e c'hell bezañ displeget evit klotaat gant:


Fiz ar verboù

Pep verb a c'hell kaout un niver a arguzennoù o vont da unan betek tri. fiz (saoz.valence pe valency) ar verb e vez graet eus an niver-se.

Renket a c'hell bezañ ar verboù neuze hervez o fiz:

Gant ar verboù-mañ ne vez nemet ur rener hepmuiken, d.s.: redek a ra pe kouezhañ a ra';

Ouzhpenn ar rener, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn eeun, d.s.: emañ o tebriñ pesk; komz brezhoneg a ra.

Ouzhpenn ar rener hag ur renadenn eeun, ar verboù-mañ a c'hell bezañ implijet gant ur renadenn dieeun, d.s.: reiñ a reas ul levr dit; "dezhi en doa kaset ar bleunioù


Kalz raloc'h eo verboù gante ur fiz kevatal da 0, da lâret eo hep rener. Kavet e verboù dipersonel seurt-se e portugaleg, d.s. chove hag ivez e brezhoneg glav a ra.

Verb-stagañ

Ur verb-stagañ a zo anezhañ ur ger a dalvez da liammañ ur rener gant ur prezegad hag a zo kevatal gantañ, da skwer:

ma c'harr-tan eo hennezh ma gwreg eo ar vaouezh-se

E meur a yezh ez eus ur rummad verboù ispisial evit ober war-dro ar perzhioù-se hag a vez verboù-stagañ oute.

E meur a yezh, evel en arabeg da skwer, ne vez implijet verb-stagañ ebet, dreist-holl en amzer vremañ. Implijet e vez strukturioù disheñvel evit ober an diferc'h etre frazennoù deskrivañ ha frazennoù stagañ rik.

Da skwer en arabeg:

  • الكتب كبير al-kitab kabiir ("al levr a zo bras'") - verb koublañ ebet
  • الكتب الكبير al-kitaab al-kabir ("al levr bras") - verb koublañ ebet + adimplij ar ger mell strizh

E yezhoù all evel ar sineg avat, e vez graet un diforc'h etre ar verboù a dalvez da deskrivañ ar rener diouzh un tu (d.s. verb = 0 e sineg) hag ar verboù-stagañ rik (d.s. shí e sineg).

Da skwer e sineg:

  • 这本书不大 zheben shu bu da ("al lver-mañ n'eo ket bras") - hep verb koublañ
  • 这本书是我的 zheben shu bu shi wode ("al levr-mañ n'eo ket ma hini") - gant ur verb koublañ.

An anv-verb hag an anv-gwan verb

An darn vrasañ eus yezhoù ar bed o deus ur stumm ispsisial anvet 'anv verb hag a dalvez da deskrivañ ar pezh e vez graet gant ar verb-se. Talvez a ra ar stumm-amñ ivez da envel ar verb, ds. ar verb "ober"

Er yezhoù indez-europek ez eo kevatal stummoù an anv-gwan verb gant ar pezh a reer ivezpartisipoù oute. Yezhoù evel ar saozneg hag ivez ar brezhoneg a ra un diforc'h alies ivez etre an anvioù-gwan aktivel hag ar re pasivel, da skwer:

  • digor emañ an nor (aktivel)
  • digoret e voe an nor (pasivel)

Emglevioù ar verb

Er yezhoù a ra gant lost-gerioù evit displegañ ur verb, peurliesañ e klot stumm ar verb gant arguzenn bennañ ar verb-se, d.l.e gant gour, niver ha jener ar rener).

Daoust ha m'emañ sklaerik a-walch seurt reolennoù a reer emglev ar verb oute e yezhoù zo evel e galleg da skwer, e yezhoù all evel ar brezhoneg ez int luziet a-walc'h rak displeget e vez ar veb pe get hervez e lec'h er frazenn.

Yezhoù evel an euskareg a ra gant un doare displegadur liespersonel, d.l.e e vez displeget ar verb hervez perzhioù yezhadurel ar rener met ivez re ar renadennoù.

Gwelet ivez: