Niveradur nesan : diforc'h etre ar stummoù
anvioù |
D Niveradur nesan adkaset da Niveradur nesek: Anv reishoc'h |
(Disheñvelder ebet)
|
Stumm eus an 9 Mez 2011 da 03:46
Ur pennad eus an heuliad Reizhiadoù niveriñ eo ar pennad-mañ. |
Sifroù arabek |
Niveradurioù |
arabek – armenianek |
babilon – sinaek |
koptek – egiptek |
etiopiek – gresianek |
gotek – hebraek |
India – japanek |
maya – mongol |
nesan – roman |
slav – thailandek |
lec’hiadel |
An niveradur nesek zo un niveradur hag a veze implijet get an Hitited. Un degred eo, daoust ma c'halle c'hoarvezout da niveroù zo ha ne oant ket kenliezvedadoù a 10 bout lieskementet, e-giz ma vez graet e yezhoù arall a-wezhioù (teir dousenn, daou c'hros).
Arouezlunioù
Talvoudegezh | Arouezlun | Niver |
---|---|---|
100 | ME | 1 ME |
1000 | LI-IM | 1 LI-IM |
10 000 | SIG7 | (1) SIG7(-an) |
Skwer : 1 SIG7 5 LI-IM 5 ME NAM.RA.MES, “15 500 kaezh (den kaouedet)”.
Niveroù
Peurliesañ e veze skrivet an niveroù war-bouez arouezlunioù gennheñvel e neseg. Se zo kaoz n’eo anavezet nemet un nebeud termenoù a denn d’an niveroù.
Deveradoù a oa bet savet àr an niveroù. Bout e oa e niveroù-pegementiñ (unan, daou, tri), niveroù-pedvediñ (kentañ, eil, trede), anvioù-kadarn, anvioù-gwan hag adverboù deveret da eztaoliñ ar rannañ (hanter, trederenn, kard), al lieskementiñ (“x-gwezh”) hag an ingalañ (pep daou, pep tri), ha verboù savet àr anvioù-gwan deveret ag un niver (unaniñ, unvaniñ, doublañ).
Troadurioù a oa, rak-se e veze displeget an niveroù. (N’eo ket bet meneget an troadoù en daolenn da heul.)
Talvoudegezh | Niveroù-pegementiñ | Niveroù-pedvediñ | Displegadennoù |
---|---|---|---|
1 | šia- (moarvat) | ḫantezzi(ya)- (“kentañ” ha “kent”) | Niver-pedvediñ kar d’an niver louveg hanteli-, “kentañ”. |
2 | dān | Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *d(w)ó-. | |
3 | teri- | Donet a ra ag ar wrizienn indezeuropek *tri- “tri”. | |
4 | meu- (get ur ster hollek marse), “pevar” | Niver kar d’an niver louveg mauwa-, “pevar”. | |
7 | Marse e vez kavet e šiptamiya, hanv un evaj. | Donet a rafe ag an niver indezeuropek *sipta(m) “seizh”. |