Lizherenneg ar brezhoneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 60: Linenn 60:
|}
|}


==Deskadurezh==
En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet.





Stumm eus an 8 Mez 2011 da 06:04

Lizherenneg ar brezhoneg he deus kemmet meur a wech en istor, hervez ar c'heriadurourien hag ar yezhadurourien.

  • er XVIIvetkantved eo bet degaset al lizherenn c'h
  • en XIXvet kantved eo bet degaset al lizherenn k
  • en XXvet kantved
    • eo bet degaset ar zh, ha n'emañ ket e lizherenneg ebet, ha koulskoude e vez sellet outi evel ul lizherenn gant tud zo.
    • eo bet addegaset al lizherenn c .

Lizherenneg Hemon-Huon-Favereau

Sed amañ al lizherenneg hervez m'he c'haver e Geriadur Hemon-Huon ha Geriadur Favereau e 2011, hag abaoe ar bloavezhioù 1980:


Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg
A a B b Ch c C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Met urzhioù all zo bet a-raok, hag a zo bet abaoe.

Urzh all

Ar memes lizherennoù a gaver en un urzh all e Yezhadur Bras ar Brezhoneg, gant Frañsez Kervella:

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Bras ar Brezhoneg
A a B b K k D d E e F f G g H h Ch c C'h c'h I i Y y J j L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Z z

An urzh-se ivez a veze kavet


Urzh all c'hoazh

Ul lizherenn ouzhpenn, c, a zo bet lakaet e Geriadur an Here e 1995, hag an urzh a zo neuze:


Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Geriadur an Here,
A a B b C c Ch ch C'h c'h D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Hep ch na c'h

Un urzh all zo c'hoazh, gant c met hep ch na c'h, e-barzh La grammaire bretonne pour tous, gant Eugène Chalm.

Lizherennoù lizherenneg ar brezhoneg hervez Yezhadur Chalm,
A a B b C c D d E e F f G g H h I i J j K k L l M m N n O o P p R r S s T t U u V v W w Y y Z z

Deskadurezh

En deskadurezh n'eus urzh ofisiel ebet.