Vergilius : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fy:Vergilius |
Xqbot (kaozeal | degasadennoù) D Robot ouzhpennet: kaa:Vergilius |
||
Linenn 148: | Linenn 148: | ||
[[jv:Virgil]] |
[[jv:Virgil]] |
||
[[ka:პუბლიუს ვერგილიუს მარონი]] |
[[ka:პუბლიუს ვერგილიუს მარონი]] |
||
[[kaa:Vergilius]] |
|||
[[ko:베르길리우스]] |
[[ko:베르길리우스]] |
||
[[ku:Vergilius]] |
[[ku:Vergilius]] |
Stumm eus an 6 Mez 2011 da 04:08
Publius Vergilius Maro (15 a viz Here 70 kent J-K - 21 a viz Gwengolo 19 kent J-K) anvet diwezhatoc'h Virgilius, a oa ur barzh roman klasel, aozour ar Bucolica, ar Georgica hag an Aeneis, ur meurgan a 12 levrenn a oa deuet da vout barzhoneg broadel an Impalaeriezh roman.
Ganet e oa e-kichen Mantova in Galia Cisalpina en amzer konsuliezh Crassus ha Pompeius, e ti bourc'hizien vihan. Konsuled e oa Crassus ha Pompeius adarre pa wiskas Vergilius toga ar c'houred, c'hwezek vloaz diwezhatoc'h, e -54, en deiz en-eeun ma marvas Lucrèce. darn a wel aze un arouez, goude ma ne voe ket bras levezon oberour an De natura rerum war oberenn Vergilius e-skoaz hini Catulle, paotr Verona, un amezeg a anavezas moarvat, pe barzhed all a zo saludet gantañ en e v-Bucolica, evel Aemilius Macer (a c'hallfe bezañ Mélibée ar Bucolica), C. Helvius Cinna, keneil da g-Catulle, L. Varius Rufus, a voe embanner an Enéide, ha Q. Horatius Flaccus (Lycidas er Buc. 9 ?), a zo Horatius e vignon vras a raio animae dimidium meae, « an hanter eus ma ene » anezhañ. En yaouank ivez e skoulmas darempred gant Quintilius Varus, a vo ur skridvarnour meur (gwelout Hor. Odes, I, 24), ha Cornelius Gallus, a oa o vont da ziazezañ ar varzhoniezh a glemmganerezh e Roma.
Mervel a eure Vergilius en -19 e Brindisi. Lavaret e vez e karje bezañ devet e Aeneis.
Bucolica