Leto : diforc'h etre ar stummoù
D Robot ouzhpennet: az:Leto (mifologiya) |
|||
Linenn 13: | Linenn 13: | ||
Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa [[serc'h]] da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant [[Hera]], he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer [[Piton]] war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. . |
Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa [[serc'h]] da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant [[Hera]], he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer [[Piton]] war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. . |
||
A-benn ar fin e kavas [[Ortigia]] (pe [[Asteria,]] diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe [[Delos]] (Δῆλος / ''Dễlos'' e gregach, « splann, hewel »). |
A-benn ar fin e kavas [[Ortigia]] (pe [[Asteria,]] diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan [[mallozh]] Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe [[Delos]] (Δῆλος / ''Dễlos'' e gregach, « splann, hewel »). |
||
Nav devezh-pad e voe Leto er [[gwentloù]], pa deuas [[Ilitia]], doueez ar [[gwilioud]], da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon. |
Nav devezh-pad e voe Leto er [[gwentloù]], pa deuas [[Ilitia]], doueez ar [[gwilioud]], da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon. |
Stumm eus an 3 Mez 2011 da 02:26
Leto (Λητώ / Lêtố e gregach), a oa un doueez eus Hellaz kozh, a ouenn an Ditaned, a voe brazezet gant Zeus hag a c'hanas ar c'hevelled Artemis hag Apollon.
Gouez da Hesiodos e oa merc'h d'an Titan Koeos ha d'e c'hoar Foebe.
Mojennoù
Meur a vojenn zo diwar he fenn.
- Hervez unan eus ar Meulganoù Homerek e oa pried Zeus a-raok dezhañ dimeziñ da Hera.
Heskinerezh ha gwilioud
Hervez mojennoù diwezhatoc'h e oa serc'h da Zeus. Brazezet e oa bet gant mestr an doueed ha heskinet e oa gant Hera, he devoa difennet ouzh an Douar degemer ar plac'h dougerez, ha ne gave lec'h ebet da c'henel he bugale, ha kaset he doa an naer Piton war-lerc'h ar paourkaezh plac'h. .
A-benn ar fin e kavas Ortigia (pe Asteria, diwar anv he c'hoar), un enezenn didud , a neuie war ar mor, kaset-degaset gantañ, ha ne oa ket dindan mallozh Hera eta peogwir ne oa ket stag ouzh douar ebet. Zeus a stagas an enezenn ouzh goueled ar mor, anvet e voe Delos (Δῆλος / Dễlos e gregach, « splann, hewel »).
Nav devezh-pad e voe Leto er gwentloù, pa deuas Ilitia, doueez ar gwilioud, da reiñ skoazell a-benn ar fin. Evel-se eo e c'hanas Artemis hag Apollon.
- Klask a reas Titios gwallañ anezhi met difennet e voe gant he bugale ha kastizet garv e voe an torfedour.
- Evel he mab Apollon e oa a-du gant tud Troia e-pad brezel Troia.
e Roma
Latona a veze graet anezhi gant ar Romaned.
Lennadurezh
- Ovidius, Metamorfozoù (VI, 185 ha pelloc'h).