Mor Du : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
TjBot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot tennet: zh-min-nan:Ó͘-hái
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: zh-min-nan:O͘-hái
Linenn 149: Linenn 149:
[[yo:Òkun Dúdú]]
[[yo:Òkun Dúdú]]
[[zh:黑海]]
[[zh:黑海]]
[[zh-min-nan:O͘-hái]]
[[zh-yue:黑海]]
[[zh-yue:黑海]]

Stumm eus an 31 Mae 2011 da 13:13

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ar Mor Du.

Ur mor kreizkevandirel eo ar Mor Du gant riezoù Europa hag Azia tro-war-dro : Ukraina ha Rusia en Hanternoz, Jorjia er Reter, Turkia er Su, Bulgaria ha Roumania er C'hornôg. Mor Azov zo ur mor bihan en Hanternoz enklozet gant ledenez Krimea. Gorread an daou vor a zo 461 000 km², ennañ 38 000 km² evit mor Azov. Daou strizh-mor (ar Bosfor hag an Dardanelloù) hag ur morig etrezo, Mor Marmara, a lez un hent betek Mor Egaios p'emañ strizh-mor Kertch etre ar mor Du ha mor Azov.
Meur a stêr a ya ennañ ken n'eo ket gwall sall dourioù ar mor. Ar stêrioù pennañ eo ar Boug, an Dniepr, an Dniestr, an Danav, ar Stêr Ruz (Kizil Irmak), ar Rioni hag ar Sakarya.

Orin an anv

Kavet eo bet anv Mor Du en XIIIvet kantved (Μαύρη Θάλασσα) pa veze graet anezhi ar Pontos (Πόντος), da lavarout eo ar Mor hervez Strabo. Koulskoude ec'h implije ar C'hresianed hag ar Romaned Εύξεινος Πόντος Euxeinos Pontos, ar Mor degemerus. Un dro-zic'harvaat eo pa oa bet roet an anv kontrol Pontos Axeinos, ar mor dizegemerus (Pindaros, e deroù Vvet kantved kent Jezuz-Krist). Hervez Strabo e kave diaes ar C'hresianed bevañ war ribloù ar mor-se pa oa meuriadoù "gouez" tro-war-dro.
Lod eus ar ouizieien a gred e teu ar ger Akeina eus ar ger persek, al liv du e dalvoudegezh. Evel-se e vije kozh-tre al lavar memestra, pa weler e oa un doare evit envel ar roudoù-avel dre livioù e c'heller kompren e talveze ar Mor Du evit mor an Hanternoz, pa dalveze ruz evit ar Su (sellit ouzh anv ar Mor ruz).
Bremañ e reer gant an anv-gwan "du" e kazi pep yezh : turkeg Kara Deniz, rusianeg Чёрное море, bulgareg Черно море, Cherno more, jorjieg შავი ზღვა, shavi zghva, ukraineg Chorne More, roumaneg Marea Neagră, lazeg Ucha Zuğa, oubic'heg ʃʷaʤa.


Patrom:Liamm PuB