Hent : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.4) (Robot ouzhpennet: pl:Szlak turystyczny
MerlIwBot (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 36: Linenn 36:
*[[straed]]
*[[straed]]


[[cs:Turistická značka]]
[[da:Sti (vej)]]
[[da:Sti (vej)]]
[[en:Trail]]
[[en:Trail]]
[[es:Senda]]
[[es:Senda]]
[[fi:Polku]]
[[fi:Polku]]
[[hu:Turistajelzések Magyarországon]]
[[io:Treko]]
[[io:Treko]]
[[it:Sentiero]]
[[it:Sentiero]]
[[ja:登山道]]
[[ja:登山道]]
[[ko:패스]]
[[nl:Pad (weg)]]
[[nl:Pad (weg)]]
[[no:Sti]]
[[no:Sti]]

Stumm eus an 27 Mae 2011 da 06:52


Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Un hent (liester : hentoù, heñchoù e meur a rannyezh)a zo un egorenn m'eo posubl d'an dud mont da vale warnañ eus ul lec'h d'un all. Terket e vezont diouzh ezhommoù an dud hag en ur tennañ kont eus ar skoilhoù naturel pe denel. Dre vras e vez an hentoù war an douar noazh pe kaledet gant mein bilet.
Dre astenn e vez kaoz eus an hentoù war vor koulz ha, dre skeudenn, pep tra a seblant ober e hent evel war hentoù difetis er spered hag ar vuhez kevredigezhel.
Dre skeudenn ivez e veze gwelet (hag e vez c'hoazh) un hent en oabl steredennet, Hent (pe Heñchoù) Sant-Jakez (pe Hent Sant-Jalm), da lavaret eo un darn eus galaksienn m'emañ an Douar enni.

Eus an hentoù koshañ digoret gant an dud kentañ, marteze o heuliañ reoù al loened bras ha gouez betek hor c'hevredigezhioù modern ez eus bet ezhomm eus ar c'hehentiñ (ken+hentiñ) da lavaret eo kaout darempredoù etre an dud ha mont d'ar parkoù evit gounid ar boued. Ne oant nemet gwenodennoù (pe ribouloù pe hentigoù) war an douar noazh a-raok m'eo bet lakaet meur anezho da vezañ ledan a-walc'h evit tremen an dud war an daou du.
Dre m'eo bet an Denelezh o kreskiñ e-keñver ar boblañs ez eus bet muioc'h-muiañ a hentoù evit mont da bep lec'h anavezet hag eus pep lec'h da n'eus forzh peseurt lec'h all ken eo an holl hentoù o c'hroaziañ an eil egile. Pa vez daou pe vuioc'h hent o c'hroaziañ ez eus ur c'hroashent. War ar c'hroashentoù e vez staliet peurvuiañ meur a dolpadur-annez bihan ha bras.

Goude m'eo bet ijinet ar rodoù ken ma veze aesoc'h kas an traoù hag an dud war garbedoù ez eas an hentoù etre an tolpadurioù-annez da vezañ ledanaet diouzh an tremen ha diouzh ledander ha tizhder ar c'harbedoù. En XXvet kantved, pa kerskas ar boblañs, brasded ar c'harbedoù e oe savet gourhentoù, meur a forzh ganto, eus daou forzh evit pep tu (hent peder fozh) betek ar gourhentoù daouzeg forzh kavet er Stadoù-Unanet.

Da vezañ kendalc'het

Gerioù deveret pe gant gant hent enno

Sell ouzh ivez