Galated : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 32: Linenn 32:




[[Rummad:Broad]]
[[Rummad:Pobloù Anatolia]]
[[Rummad:Pobloù kelt]]
[[Rummad:Pobloù kelt]]



Stumm eus an 25 Mae 2011 da 17:54

Milour galat gloazet, delwenn kavet e Delos, kizellet war-dro 100 kt J.-K., Mirdi arkeologiezh broadel e Aten

Ar C'halated a zo un nebeud pobloù kelt a yeas d'ober o annez e-kreiz Azia-Vihanañ en Henamzer hag o annez nevez a zo bet anvet Galatia e-pad kantvedoù betek dibenn an impalaeriezh roman. O c'hêr-benn, relijiel d'an nebeutañ, a oa anvet Ankira, deuet da vezañ Ankara, kêr-benn Turkia hiziv. Gant ar C'hresianed hag ar Romaned e vezent gwelet evel Galianed.

Krouidigezh Galatia

Ul lu Kelted eus Galia a aloubas Makedonia ha Bro-C'hres goude bezañ chomet ur prantadig e Galia e-tal an Alpoù hag a dreuzas an Hellespontos goude bezañ preizhet pinvidigezhioù bras temploù Delfos, ur veaj a voe graet an Ergerzhadeg vras anezhi. Dindan urzhioù Luterios ha Leonorios e voe tizhet Azia-Vihanañ ganto pa oant bet kouviet da zont betek enni gant roue Bitinia, [[Nikomedes IaPatrom:Ñ]], da ziarbenn ar roue seleukour [[Antiokios I]].

Trec'het gantañ ez eas ar Gelted e takadoù meneziek uhelañ e Reter Frigia a voe roet anv Galatia diwarno. Ar prinselezh nevez en doa harzoù boutin gant rouantelezh ar Pontos hag hini Paflagonia e Norzh, Kappadokia er Reter, rouantelezh Pergam er Su hag hini Bitinia er C'hornôg. Pa oa disheñvel o renad eus hini o amezeien e veze graet Kumuniezh ar C'halated eus o zeir fobl. (Koinon Galatôn e gresianeg ha Commune Galatarum e latin). Graet o doa o annez e kastellioù-kreñv nepell eus ar c'hêrioù a oa chomet ar gresianeg yezh o annezerien.

Framm politikel ar Galated

An tri fobl a zo an Dektosaged o doa Ankira evel kêr-benn (Ankara hiziv), an Dolistobogied o doa teir c'heoded pennañ, Pessinos, Gordion ha Tolistotoka hag an Drokmed dezho ar c'heodedoù Tavion hag Ekkobriga. Renet e oa pep pobl gant ur pederbeli (tri fenn bras evit gwir) : ur penn (an arc'hontos), ur barner (dikastes) hag ur jeneral gant daou ofiser (stratophylax ha hypostratophylax).

Ur c'hevredad riezoù brezelour dindan ur brientinelezh milour e veze Kumuniezh ar C'halated. Hervez Strabo, ar " bederveliourien" (tetrarc'hontes) ha 300 ezel ar C'huzul en em vode en ul lec'h digor, nepell diouzh Ankara, anvet Drunemeton ("Neved an derv pe an drouized" marteze, sell Nemeton). El lec'h sakr-se, an neved, e veze dalc'het al lezvarn kastiz gant an 300 kuzulier evel barnerien hag eno e veze graet an aferioù. Tennañ e raent splet eus ar sevel-loened, met e sachent muioc'h a binvidigezhioù eus an ergerzhadegoù, ar preizhata hag arc'hant an dasprenoù . Brudet e vezent evit bezañ goprsoudarded taer ha kriz. Kemeret o deus perzh e brezelioù diehan e veze e Azia-Vihanañ ha ne voent ket plijet pa gouezhjod dindan beli [[Pharnakes I]], roue ar Pontos etre -181 ha -179.

Aloubet eo bet Galatia gant Roma e - 189, lakaet dindan statud ur broviñs e - 64 ha staget ouzh an impalaeriezh roman e - 25. Asantet o deus mat bezañ enkorfet er riez roman hag e vez anavezet darn buhez an impalaer Aogust diwar enskrivadurioù war un templ nepell diouzh Ankara. E penn an hoalad kristen e vez degaset ar relijion kristen ha savet un aozadur, iliz Galatia ha Saul Tarsia, deuet da vezañ an abostol sant Paol, a skrivas dezhi ul lizher a gaver er Nevez testamant hiziv (Lizher d'ar C'halated).

Yezh

Anv zo en oberennoù skrivagnerien klasel zo eus ar yezh komzet gant ar C'halated hag a seblant bezañ bet ur rann eus hini ar C'halianed, rak skrivañ a rae sant Yerom (347-420) e komze ar C'halated ar galianeg c'hoazh hag e oa heñvel o yezh ouzh hini tud Trier (Alamagn hiziv). Meur a anv galat a zo galianek e furm, met ober a raent gant titloù gresianek pa oa meur a c'hresian o chom en o bro. War-dro 120 termen a zo bet kavet pe el lennegezh klasel pe en enskrivadurioù. An darn-vuiañ a zo anvioù-tud.

Gwelout


Gwelout ivez