Doire (kêr) : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: jv:Londonderry
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fa:دری (ایرلند شمالی)
Linenn 29: Linenn 29:
[[es:Derry]]
[[es:Derry]]
[[eu:Derry]]
[[eu:Derry]]
[[fa:دری (ایرلند شمالی)]]
[[fi:Derry]]
[[fi:Derry]]
[[fr:Derry]]
[[fr:Derry]]

Stumm eus an 21 Mae 2011 da 10:15

Restr:Derry mural.jpg
Murlivadur brudet, livet war harzoù ar Bogside, ur c'harter a-du gant ar vroadelourien.

Doire [1] pe Doire Cholm Cille (Derry [2] e saozneg, pe Londonderry) zo ur gêr vras e Hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Doire. E saozneg e ra ar vroadelourien gant an anv Derry, pa ra an unanourien (ar re a-du gant ar Rouantelezh Unanet) gant an anv Londonderry.

Emañ ar gêr gozh war ribl kleiz ar stêr Feabhal ; bremañ en em astenn kêr en daou du d'ar stêr. Poblañs kêr hec'h-unan a oa 83 652 a dud e niveradeg 2001. En tolpad-kêrioù en em astenn war-hed 20 miltir (32 km) diouzh kreiz kêr ez eus ouzhpenn 200 000 den. Tost eo Doire da harzoù kontelezh Dún na nGall ha Republik Iwerzhon.

Kontañ a reer e oa bet savet kêr gant sant Koulmkell (Colm Cille), ur manac'h iwerzhonat eus ar VIvet kantved. An darvoudoù pouezusañ en istor ar gêr eo Seziz Doire e 1688-1689 hag ar Sulvezh Gwadek d'ar Sul 30 a viz Genver 1972, pa voe lazhet 13 manifester[3] gant soudarded saoz.


Tud brudet

Notennoù

  1. distaget [ˈdorʲə]
  2. distaget [ˈdɛrɪ]
  3. Ur pevarzekvet den a oa bet gwall c'hloazet a varvas pevar miz diwezhatoc'h.