Mor Timor : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb '''Mor Timor''' (''Timor Sea'' e saozneg, ''Laut Timor'' en indonezeg, ''Mar de Timor'' e portugaleg) zo ur mor n'eo ket gwall zonn etre enez [[Ti...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 20 Mae 2011 da 16:17

Mor Timor (Timor Sea e saozneg, Laut Timor en indonezeg, Mar de Timor e portugaleg) zo ur mor n'eo ket gwall zonn etre enez Timor en norzh, Aostralia er su, Mor Arafura er reter, ha Meurvor Indez er c'hornôg.

E Mor Timor ez eus bazennoù, enezennoùigoù didud ha gweleadoù tireoul ha gaz er c'hondon. Un emglev zo bet sinet etre ar stadoù amezek da rannañ ar pinvidigezhioù-se etrezo.

Marteze e teuas annezidi gentañ Aostralia eus Indonezia dre Vor Timor, d'ur mare ma oa basoc'h an dour ennañ.

Darwin, en Aostralia, eo ar gêr vras nemeti a gaver war ribl Mor Timor.