Ousama ben Laden : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: pap:Osama bin Laden |
D Robot ouzhpennet: mzn:اسامه بن لادن |
||
Linenn 80: | Linenn 80: | ||
[[mwl:Osama bin Laden]] |
[[mwl:Osama bin Laden]] |
||
[[my:အိုစမာ ဘင်လာဒင်]] |
[[my:အိုစမာ ဘင်လာဒင်]] |
||
[[mzn:اسامه بن لادن]] |
|||
[[nds:Osama bin Laden]] |
[[nds:Osama bin Laden]] |
||
[[ne:ओसामा बिन लादेन]] |
[[ne:ओसामा बिन लादेन]] |
Stumm eus an 14 Mae 2011 da 08:04
Ousama ben Mohamed ben Awad ben Laden (arabeg: أسامة بن محمد بن عوض بن لادن, Usāmah bin Muḥammad bin ‘Awaḍ bin Lādin), ganet d'an 10 a viz Meurzh 1957 e Riyadh (Arabia Saoudat) a oa un stourmer islamour, genidik eus ur familh saoudat brudet. Lazhet e oa gant soudarded amerikan d'ar 1añ a viz Mae 2011 e Abbottabad e norzh Pakistan, goude bloavezhioù a strivoù evit tapout anezhañ. Edo Ben Laden e-touez an dek torfedour ar muiañ klasket gant an FBI abaoe 1998.
Ur stourmer islamour
Ousama ben Laden e oa krouer ha pennrener an aozadur anvet al-Qaeda, gwall vrudet abalamour da walldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet, ha da veur a walldaol bras a-enep keodediz eus broioù ar c'hornôg (bombezadeg e 1998 war kannatioù ar Stadoù-Unanet da skouer). Abaoe 2001 e oa Ousama ben Laden hag e aozadur gwennoù pennañ e-kerzh Brezel a-enep ar Sponterezh renet gant ar Stadoù-Unanet. E-pad bloavezhioù diwezhañ e vuhez edo Ben Laden ha renerien all Al-Qaeda kuzhet e-kichen harzoù Afghanistan ha rannvroioù renet ez-kevredadel Pakistan.
Daoust da vezañ gwelet evel un haroz gant lod, ne oa ket gwelet mat gant tout ar vuzulmaned, na gant tout an islamourien zoken.