Houarn : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fy:Izer
D r2.7.1) (Robot kemmet: sa:अयः
Linenn 139: Linenn 139:
[[ru:Железо]]
[[ru:Железо]]
[[rue:Желїзо]]
[[rue:Желїзо]]
[[sa:लोहम्]]
[[sa:अयः]]
[[sah:Тимир]]
[[sah:Тимир]]
[[scn:Ferru]]
[[scn:Ferru]]

Stumm eus an 11 Mae 2011 da 01:47

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

An houarn a zo un elfenn gimiek, Fe he arouez kimiek ha 26 e niver atomek.

Derc'henn atom an houarn 56 a zo an izotop stabilañ a c'haller kavout e-touez an elfennoù kimiek p'eo dezhañ an uhelañ eus an energiezh liammañ.

Kompozad pennañ derc'henn meur ar steredenn hag a blanedenn eo an houarn, met p'eo an houarn an elfenn diwezhañ a c'hell bezañ krouet dre an teuziadur e kreiz ar stered seul m'eo dezho ur mas kevatal da 10 mas heol d'an nebeutañ, n'eus ket da ijinañ e teufe an houarn eus ur gwallreustl evel ur supernova. Kavet e vez ivez e meur a roc'hell e-barzh pluskenn an Douar.

Perzhioù

Perzhioù fizikel

Hervez an temperadur e c'heller kavout an houarn dindan meur a stumm allotropek. Er stadoù normal an aerwask hag ar temperadur eo an houarn ur solud kristalinek, dezhañ ur frammadur diñs gant ur c'horf kreizennet (houarn α), met pa ya an temperadur ouzhpenn 950 °C ez a da gristalloù diñs gant talioù kreizennet (houarn γ pe austenit) hag ouzhpenn 1 400 °C ez a da gristalloù diñs gant ur c'horf kreizennet en-dro (houarn δ).

Un danvez feromagnetek eo an houarn, da lavaret eo ma mir o reteradur nevez momedoù e atomoù pa kouezhont dindan levezon ur park magnetek hag n'eus ket mui anezhañ pelloc'h.


Gerioù deveret

hag ivez

Patrom:Liamm PuB