Frañsez Laorañs : diforc'h etre ar stummoù
+ Resisadenn |
Kempennig |
||
Linenn 1: | Linenn 1: | ||
E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed |
'''Frañsez-Mari Laorañs''' a oa ur c'houer eus [[Melioneg]] ([[Breizh]]). E-kreiz un dro-noz gedal d'ar [[1 Here|1{{añ}} a viz Here 1914]] e-pad ar [[Brezel-bed kentañ]] nepell eus kêriadenn [[Souain]] ([[Bro-C'hall]]), e voe gloazet '''Frañsez-Mari Laorañs''' en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Soudard e oa Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar [[14 Here|14 a viz Here]] [[1914]]. |
||
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 Kerzu|3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 Eost|5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis. |
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an [[3 Kerzu|3 a viz Kerzu]] [[1933]], adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar [[Prefed]] a oa deuet espres-kaer da [[Melioneg|Velioneg]] d'ar [[5 Eost|5 a viz Eost]] [[1934]]. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien [[Breiz Atao]] dont e kêr gant ar polis. |
Stumm eus an 10 Mae 2011 da 19:02
Frañsez-Mari Laorañs a oa ur c'houer eus Melioneg (Breizh). E-kreiz un dro-noz gedal d'ar 1añ a viz Here 1914 e-pad ar Brezel-bed kentañ nepell eus kêriadenn Souain (Bro-C'hall), e voe gloazet Frañsez-Mari Laorañs en e zorn kleiz, ha kaset d’an ospital da vezañ graet war e dro. Soudard e oa Diskleriañ a reas ar mezeg Buy en doa graet espres-kaer d’en em c’hloazañ evit gallout goul bezañ kaset d’ar gêr goude. Barnet e voe evit kement-se gant ul lez-varn a vrezel divrezhonek, anat deoc’h, ha dre ma ne gomze hemañ nemet brezhoneg, n’hellas ket en em zifenn evel zo dleet. Ne voe klasket jubennour ebet evel-just dezhañ da c’hallout displegañ ar pezh a oa c’hoarvezet. Kondaonet e voe d’ar marv abalamour « d’e zifoutregezh », ha fuzuilhet d’ar 14 a viz Here 1914.
Ar Stad a glaskas un ugent vloaz bennak goude, d’an 3 a viz Kerzu 1933, adreizhañ e vrud, rak hervezi e oa bet kondaonet hemañ « dre fazi ». Roet e voe ur sammad a 10 000 lur d’e dud gant ar Prefed a oa deuet espres-kaer da Velioneg d'ar 5 a viz Eost 1934. War an ton bras e voe graet al lid, hag aozet e voe ur bal kement hag echuiñ gant an devezh. Difennet e voe da vroadelourien Breiz Atao dont e kêr gant ar polis.
E-skeud an darvoudoù-se, e tennas an ti-kêr ar blakenn varmor e-lec’h ma oa skrivet anv holl re ar barrouz marvet e-kerzh ar brezel, adskrivet an holl anvioù-se war-eeun war ar monumant hervez urzh al lizherenneg, ha lakaet anv Frañsez Laorañs en o zouez.
Ar ganaouenn
(kanaouenn komzoù hengounel, tapet diwar bladenn Gweltaz ar Fur)
- E-men (p’lec’h) ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
- E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs,
- E-men ‘mañ aet Frañsez Laorañs ?
- Aet eo da bell da servij Bro-Frañs. (2 X)
- Demat deoc'h-c'hwi ma c'habiten,
- Demat deoc'h-c'hwi ma c'homandant.
- A Velioneg ‘ oan kaset amañ,
- Sañset difenn frontier mem (ma) bro
- En arvar gant an Alamant.
- Serrit ho peg gant ho parlant,
- Lakit hor glaz a wiskamant !
- Serrit ho peg, c'hwi, gant ho preg,
- Touzit ho penn, dav d'an talbenn !
- C'hwi ' vo war-vlein ma rejumant.
* * *
- Heñ 'n em gavas ‘n noz diwezhat,
- Gloazet e zorn, o koll e wad.
- Heñ 'n em gavas a-benn dor ur c'hamp,
- Hini hon tud pe enebour ?
- Ne gredas ket goulenn sikour !
- 'benn ar mintin pa voe kavet,
- ‘Ba’ 'n ur prizon, heñ ' voe kaset,
- 'Gaoz (’blamour) d'e borpant, uniform gall,
- 'Gaoz d’e barlant, 'n hini a'r re 'rall (all) ! (2 X)
- Arall (estren) e yezh, arall e vro,
- ‘Vel un treitour, ra vo marv !
- Heñ a dalc’has start ouzh an tenn,
- Betek ar fin, ya, hep kompren. (2 X)
- Ha, c'hwi 'lâray din, mar karit,
- Ya, c'hwi 'lâray din, mar karit,
- Gwell 've bet huchal "Bevet Bro-C'hall !"
- Pa gouezhe e-dan seurt boledoù fall,
- Seurt boledoù ' oa boledoù gall !!