Ousama ben Laden : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: zh:奥萨马·本·拉登
D Robot ouzhpennet: mt:Osama Bin Laden
Linenn 73: Linenn 73:
[[mr:ओसामा बिन लादेन]]
[[mr:ओसामा बिन लादेन]]
[[ms:Osama bin Laden]]
[[ms:Osama bin Laden]]
[[mt:Osama Bin Laden]]
[[mwl:Osama bin Laden]]
[[mwl:Osama bin Laden]]
[[my:အိုစမာ ဘင်လာဒင်]]
[[my:အိုစမာ ဘင်လာဒင်]]

Stumm eus an 2 Mae 2011 da 23:44

Restr:Osama Bin Ladin Digitally Aged 2009.jpg

Ousama ben Moc'hamed ben Awad ben Laden (arabeg: أسامة بن محمد بن عوض بن لادن‎, Usāmah bin Muḥammad bin ‘Awaḍ bin Lādin), ganet d'an 10 a viz Meurzh 1957 e Riyadh (Arabia Saoudat) ha marvet d'ar 1 a viz Mae 2011 e norzh Pakistan, a oa un stourmer islamour, genidik eus ur familh saoudat brudet. Marvet eo d'ar c'hentañ a viz Mae 2011 e norzh Pakistan, lazhet gant soudarded amerikan, goude bloavezhioù a strivoù evit tapout anezhañ. Edo Ben Laden e-touez an dek torfedour ar muiañ klasket gant an FBI.

Ur stourmer islamour

Ousama ben Laden e oa krouer ha pennrener an aozadur anvet al-Qaeda, gwall vrudet abalamour da walldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 er Stadoù-Unanet, ha da veur a walldaol bras a-enep keodediz (bombezadeg e 1998 war kannatioù ar Stadoù-Unanet da skouer) eus broioù ar c'hornôg. Abaoe 2001 e oa Ousama ben Laden hag e aozadur gwennoù pennañ e-kerzh Brezel a-enep ar Sponterezh renet gant ar Stadoù-Unanet. E-pad blovezhioù diwezhañ e vuhez edo Ben Laden ha renerien all Al-Qaeda kuzhet e-kichen harzoù Afghanistan ha rannvroioù renet ez-kevredadel Pakistan.