Skol Ober : diforc'h etre ar stummoù
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ca:Skol Ober |
||
Linenn 19: | Linenn 19: | ||
[[rummad:emsav]] |
[[rummad:emsav]] |
||
[[ca:Skol Ober]] |
|||
[[fr:Skol Ober]] |
[[fr:Skol Ober]] |
Stumm eus an 2 Mae 2011 da 21:09
Skol Ober zo ur gevredigezh a ro kentelioù brezhoneg dre lizher. Krouet e oa bet 1932 e Douarnenez gant Marc'harid Gourlaouen ha renet e oa ganti e-doug 40 vloaz. Vefa de Bellaing, ha goude se Riwanon Kervella a gemeras e benn da-c'houde.
Digor eo kentelioù Ober d'an holl re a fell dezho kregiñ da studiañ pe da wellaat ar brezhoneg. Bez' e c'heller kregiñ pa garer.
Ar skoliad(ez) a gas e labour skrivet da reizhañ pa fell dezhañ. Ar gelennerien zo o c'hefridi difaziañ, met ivez reiñ alioù hag evezhiadennoù.
Reizhet e vez ar poelladennoù gant war-dro 80 den a-youl-vat.
Un darn anezho a c'hell difaziañ ar poelladennoù dre bostel.
Skolidi zo n'hellont ket kaout kentelioù en o skol ; o labour a c'hell bezañ notennet pa vez a-du renerezh ar skol.
Skol Ober zo ezel eus ar gevredigezh Kuzul ar Brezhoneg krouet e 1958, hag a vod kevredigezhioù gouestlet da zifenn ar brezhoneg.
Embannet ez eus bet levriouigoù gant Skol Ober ivez evit o c'hentelioù. Da skouer dornlevrioù kembraeg hag iwerzhoneg.