Charlez VIII (Bro-C'hall) : diforc'h etre ar stummoù
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: fa:شارل هشتم فرانسه |
D r2.7.1) (Robot kemmet: fa:شارل هشتم |
||
Linenn 55: | Linenn 55: | ||
[[et:Charles VIII]] |
[[et:Charles VIII]] |
||
[[eu:Karlos VIII.a Frantziakoa]] |
[[eu:Karlos VIII.a Frantziakoa]] |
||
[[fa:شارل هشتم |
[[fa:شارل هشتم]] |
||
[[fi:Kaarle VIII (Ranska)]] |
[[fi:Kaarle VIII (Ranska)]] |
||
[[fr:Charles VIII de France]] |
[[fr:Charles VIII de France]] |
Stumm eus an 2 Mae 2011 da 12:52
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Charlez Eizh, roue Bro-C'hall, mab d'ar roue Loeiz Unnek ha da Charlotte de Savoie (war-dro 1439-1483), a oa bet ganet e 1470 e kastell Amboise ha marvet dre wallzarvoud er memes lec'h e 1498. Ren a reas dindan e c'hoar Anne de Beaujeu betek e vajoriezh e 1491 ha ganti e voe lakaet da zimeziñ gant Anna Vreizh.
Bugaleaj
Klask a reas priñsed ar rouantelezh c'hall lakaat al lezrouanez da blegañ ouzh o bolontezioù hag a renas ar Brezel foll outi eus 1485 da 1488. Loeiz, dug Orleañs, ha Frañsez II, dug Breizh, a vodas aotrounez all evit stourm ouzh armeoù ar Roue.
Brezel gant Breizh ha dimeziñ
Trec'h e voe Charlez war arme dug Breizh Frañsez II en emgann Sant-Albin-an-Hiliber e 1488. Rediet e voe Frañsez II da sinañ ur feur-emglev e Sablé ma asantas drezañ goulenn aotre ar Roue a-raok eurediñ e verc'hed. Mervel a reas goude dindan miz.
E 1491 ez eas an arme roueel d'ober seziz kêr Roazhon, pa oa an dugez Anna Vreizh, 14 vloaz dezhi, a-drek ar mogerioù.
Dont a reas Anne de Beaujeu a-benn da rediañ anezhi da zimeziñ gant ar roue yaouank, kaset e voe kuit eus Breizh, ha lidet e voe an eured e kastell Langeais, e Touren.
Peoc'h gant Bro-Saoz hag Aostria
Brezel en Italia
Pa oa dimezet e dad gant Mari Anjev e klaskas Charlez VIII adpiaouiñ gwirioù a oa bet da familh Anjev war rouantelezh Naplez. E 1495 e aloubas dugelezh Milano, met rediet e voe da zont en-dro da Vro-C'hall pa savas war un dro enep dezhañ ar Pab, Aleksandr VI, an impalaer aostrian, Maksimilian Iañ, Fernan, roue Aragon, ha Republik Venezia.
Mervel a reas goude ur gwallzarvoud, skoet gantañ e benn ouzh gourin un nor izel e kastell Amboise e 1498.
Martezeadennoù
- Goude ma n'eus prouenn ebet ez eus bet kontet kreñv ivez e oa bet kontammet, hervez ur c'hiz a vije bet degaset gant ar c'halloued eus Italia.
- Lod a lavar ivez (Science et Vie, 1992) e oa marvet diwar an naplez, tapet gantañ ar c'hleñved o c'hastaouiñ en Italia. Ha klasket e vije bet kuzhat ar wirionez ouzh e wreg. Nemet ne glot ket, hervez ar vedisined, danevell e varv gant azonoù ar c'hleñved.
En e raok: Loeiz XI |
Rouaned Bro-C'hall 1483 – 1498 |
War e lerc'h: Loeiz XII |