Daneg : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: tl:Wikang Danes
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: ltg:Danīšu volūda
Linenn 112: Linenn 112:
[[lmo:Danés]]
[[lmo:Danés]]
[[lt:Danų kalba]]
[[lt:Danų kalba]]
[[ltg:Danīšu volūda]]
[[lv:Dāņu valoda]]
[[lv:Dāņu valoda]]
[[mdf:Данонь кяль]]
[[mdf:Данонь кяль]]

Stumm eus an 30 Ebr 2011 da 23:25

Daneg
(Dansk)
Perzhioù
Komzet e : Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn (Schleswig)
Komzet gant : 5 500 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn, Unaniezh Europa
Akademiezh : Dansk Sprognævn
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 da
ISO 639-2 dan
ISO 639-3
Kod SIL dan
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

An daneg zo ur yezh germanek eus skourr ar yezhoù skandinavek. Kar eo d'an norvegeg ha d'ar svedeg. Ur statud yezh ofisiel en deus e Danmark hag en Inizi Faero hag e Greunland (a-gevret gant yezh vroadel pep hini eus an div vro-se). Ur statud ofisiel en deus ivez e rannvro Schleswig en Alamagn, ma vez komzet gant 50 000 den.

Skrivet e vez an daneg gant al lizherenneg latin gant teir lizherenn ispisial ouzhpenn : Æ, æ ; Ø, ø, Å, å. Pa ne c’heller ket skrivañ al lizherennoù-se e reer en o flas gant ae, oe hag aa.

An daneg eo ar yezh skandinavek zo pellaet ar muiañ diouzh an norseg kozh, dre m’eo bet eeunaet kalz e yezhadur ha dre m’eo emdroet kalzik e fonologiezh. Daoust m’eo bihan Danmark e oa diforc’hioù rannyezhel bras dre ar vro betek nevez zo (gant tri strollad rannyezhoù : østdansk, daneg ar reter, ømål pe ødansk, daneg an inizi, ha jysk, yezh Jutland). Hiziv an deiz koulskoude eo ledet yezh Kopenhagen dre ar vro a-bezh hag alies ne chom nemet arlivioù rannyezhel war ar parlantoù.

Un nebeud gerioù

  • Danad: dansk
  • Demat: godmorgen, godaften
  • Kenavo: farvel
  • Degemer mat: velkommen
  • Trugarez: tak
  • Ya: ja
  • Nann: nej


Liammoù diavaez

Patrom:Liamm PuB