Mic'hail Bakounin : diforc'h etre ar stummoù

Eus Wikipedia
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot kemmet: fr:Mikhaïl Bakounine
D r2.7.1) (Robot kemmet: pl:Michaił Bakunin
Linenn 87: Linenn 87:
[[nn:Mikhail Bakunin]]
[[nn:Mikhail Bakunin]]
[[no:Mikhail Bakunin]]
[[no:Mikhail Bakunin]]
[[pl:Michał Bakunin]]
[[pl:Michaił Bakunin]]
[[pt:Mikhail Bakunin]]
[[pt:Mikhail Bakunin]]
[[ro:Mihail Bakunin]]
[[ro:Mihail Bakunin]]

Stumm eus an 28 Ebr 2011 da 00:59

Mic'hail Bakounin

Un den politikel rusian eo Mic’hail Bakounin , e ruseg: Михаил Александрович Бакунин (1814-1876). Unan eus ar brederourien bennañ an tuad politikel a reer an diveliouriezh dispac'hel (pe an anarkouriezh dispac'hel) eus anezhañ.

E yaouankiz

Ganet eo Mic'hail Aleksandrovitch Bakounin d’an 8 a viz Mae 1814 e Priamouc'hino (Прямухино e rannvro Tver, e Rusia), en ur familh eus an noblañs vihan. Chom a ra er gêr betek e 14 vloaz. Kaset eo neuze gant e dad da skol an artilherezh da Sankt-Petersburg. Laouen eo da gentañ Mic’hail o tañva ur vuhez nevez, met buan e kav pounner aergelc’h ar c’hazarn ha ne soñj nemet en un dra : tec’hout kuit. Un nebeut bloavezhioù war-lerc’h en gra evit gwir. Fuloret eo an tad pa oar ez eo tec’het e vab kuit.

Divizout a ra Mic’hail studiañ e Skol-Veur Moskva, eno e kej gant Herzen hag Ogarev (prederourien poblelour ha sokialour) Sankt-Petersburg. Bakounin n’eo ket reoliek-tre en e labour, met dedennet eo kenañ gant ar brederouriezh alaman. E 1840 ez a Bakounin da v-Berlin, gant skoazell Herzen, evit studiañ prederouriezh Hegel. Mont a ra da gentelioù Werder, kelenner war preder Hegel. Evel Karl Marx hag Friedrich Engels e gaso ar brederouriezh-se war an dachenn sokial ha diwhezatoc’h war hini an dispac’h. Kregiñ a ra Bakounin da zaremprediñ gant ar bodadoù demokratel, polis kuzh an Tsar a vez neuze war e seulioù. Diviz a ra Bakounin mont e Suis da bellaat ouzh ar spierien. Da c’houde, e 1844, ez a da Bariz e lec’h ma gej gant Marx hag Engels, daremprediñ a ra an alamanted hag ar boloniz harluet, ha dreist-holl e ra anaoudegezh gant Pierre Proudhon. Levezonet tre eo Bakounin gant preder Proudhon. Er vloavezhioù da heul e dremen Bakounin e amzer da gaozeal ha da dabutal er bodadoù ha kelc’hioù demokratel e Pariz. Goulennet e vez digantañ gant ar Boloniz Yaouank prezegenniñ e koun an dispac’h polonad. Koust a raio dezhañ kêr ar brezegenn-se pa goulenn groñs kannati Rusia ma vo skarzhet eus Bro-C’hall ken e ya neuze da repuiñ e Belgia. War ar stoc’h E 1848 e vez stenn an traoù dre Europa a-bezh, an dispac’h a grog un tamm e pep lec’h, e miz C’hwevrer e grog an dispac’h e Pariz, Bakounin a zistro enno. Dibuniñ er straedoù, sevel stoc’hoù, tennañ war ar soudarded, entanet eo Bakounin gant an aergelc’h-se. Skrivañ ra Bakounin er gazetenn "la Réforme", ennañ e tiskler: « faezhet e vo an dispac’h, ma n’a ket ar rouaned diwar wel dre Europa a-bezh ». Hervezañ eo ret d’an holl broadoù en em zizober diouzh o mac’homerien. Da c’houde ez a Bakounin da Vro-Bolonia e-lec’h m’emañ ar bobl o n’em sevel. Flastret eo an emsavadeg enno. Mont a ra neuze e Praha evit kemer perzh er bodad panslav e miz Even. Freuz ha reuz a zo e kêr e-keit ar bodad-se. Mont a ra neuze Bakounin e Dresden e 1849, emsavet eo ar ger, kas a ra an emsavadeg war raok , met trec’het eo an emsavidi.

En toull-bac’h

Stlapet eo Bakounin en toull e lec’h ma chom betek e prosez e 1850. Kondaonet eo d’ar marv met cheñchet eo ar c’hastiz : labourioù peurbad az aio gantañ a-benn ar fin. Aostria ha Rusia a c’houlenn kaout anezhañ, gouarnamant Saks a ro anezhañ d’an Aostrianed ha kaset eo da Rusia e miz Mae 1851. Distro eo Bakounin da Rusia, daoust ma n’en doa ket c’hoant mont eno ken. Toullbac’het eo e kreñvlec’h Pêr-ha-Paol. Enno e skriv ul lizher d’an Tsar evit bezañ dieubet. Kaset e vez da Siberia e 1857. E 1861 e tec’h kuit, tremen a ra dre Japan, Los Angeles ha New York hag en em gavout ra e Londrez e fin ar bloavezh.


An distro

Ur wech distro e skriv Bakounin d’e gamaladed dispac’hourien 1848. E 1863 ez eus un emsavadeg nevez e Polonia, mont a ra Bakounin enno ha klask a ra kas youlidi betek enno, goude beajoù arvarus da Sweden e diviz paouez gant dieubadeg ar bobloù slav. En em staliañ a ra e Suis adare ha kemer perzh e ra en un emsavadeg e Italia e 1864. E 1865 e grou ar Breuriezh etrevroadel, kevredigezh kuzh evit difenn al labourerien. An diveliouriezh Evit Bakounin n’eus ket tu e kaout a Doue, ne glot ket gant frankiz Mab-den. « Mard eus eus Doue, an den a zo ur sklav, hogen an den a c’hell hag a dle bezañ dieub, neuze n’eus ket eus Doue.» Evitañ ar stad a zo “un aozadur istorel, tremeniad ur stumm diouzh ar gevredigezh”. Kejan a ra Bakounin gant Marx e Londrez ha gant Proudhon e Pariz. Desachet eo gant mennozhioù Proudhon. Dont a ra da vezan un diveliour. Skrivañ ur ra ur c’hatekiz dispac’hel hag a zo un doare programm evit ar Breuriezh etrevroadel en destenn-se e tiskler splann Bakounin e vennozhioù diveliour a-enep d’an holl sujidigezhioù, arme, Stad, Iliz, relijion, justis, polis... E 1867 ez a Bakounin da emvod-meur al « Ligue de la paix et de la liberté » e Geneva. Eno e gej gant James Guillaume hag a teuio da vezañ e diskib. Krouet vez Kenemglev etrevroadel an demokratelezh sokialour gant Bakounin, an aozadur-se a vo lodenn foran ar Breuriezh etrevroadel. Palioù ar c’henemglev-se a zo : kevatalder ekonomikel ha sokial, diskar ar renkadoù... Ger-stur Bakounin a zo : Sokialouriezh, Kevredelezh, Eneprelijionelezh. E 1868 en emezeliñ ra Bakounin en AEL (Aozadur Etrevroadel al Labourerien) ha da c’houde ar c’henemglev a gendeuz gant an AEL. E-barzh an AEL ez eus jeu buan etre Marx ha Bakounin. N’eo ket un emgannig personel etre daou den, met ur gudenn a deoriennoù an hini eo, Marx a zo beliour, c’hoant en eus unaniñ hag urzhiañ ar broletaerien ha rein ar galloud dezho dindan stumm un diktatouriezh. E emvod-meur Basel (1869) e teu war-wel gwelloc’h c’hoaz an diforc’hoù ideologel etre Marx ha Bakounin. Daou du a vez neuze en AEL hag en em chikanañ a reont en un doare mezhus : kunujennoù, lizhiri kuzh… E 1870 e vez trec’het armeoù Napoleon III e Sedan gant prusianed Bismarck. Diskleriet eo ar Republik. Mont a ra Bakounin e Lyon, mont a ra da welet al labourerien ha goulenn a ra diganto en em sevel. D’an 28 a Gwengolo1870 e dap an Ti-Kêr gant sikour dispac’hourien gall. Hogen ne teu ket a-benn da aozañ ar c’hentañ stumm a gomun-se, prezegenniñ a ra e-pad eurvezhioù war perzhioù ar stad hag adtapet eo an Ti-Kêr gant ar vourc’hizien. Skarzhet eo Bakounin da Vro-Suis en-dro. Eno e vo pa c’hoarvezo Komun Pariz e 1871, n’hall ket Bakounin mont betek Pariz, met adkemeret eo lod euse teoriennoù gant ar broletaerien parizian : n’eus ket a arme ken, dilennet eo ar c’hargidi, savet eo kevredelezhioù, meret e vez traoù a-gevret...
E-pad ar mare-se e skriv ul levr flemmus diwar-benn impalaeriezh prusian : l'Empire knoutogermanique.

P'eo bet barnet fall ar gomunarded gant ar republikan italian Guiseppe Mazzini e respont Bakounin gant pennadoù er c'hazetennoù. Berzh a ra mennozhioù Bakounin ken e c'hounez an tabutha muioc’h- muiañ a labourerien italian a ya da emezeliñ en AEL. Levezon an diveliourien a gresk ivez en AEL, Marx a glask herzel outo a vont war raok, a-benn ar fin e vo echu baleadenn Bakounin a-gevret gant an AEL en emvod-meur Den Haag 1872 pa vezont skarzhet diouzh an AEL ha kaset eo sez an aozadur da New-York (daou vloaz goude ez aio diwar wel da vat). Bakounin a grou neuze un Etrevroadel diveliour, e gamaladed a zo bodet er gevredelezh jurasian, kalz a levezon o deus e mennozhioù e Europa ar c’hreisteiz : Katalonia, Italia, Spagn... E kontrol a sokialourien hag a glask en em vodañ en ur strollad urzhiet, an diveliourien a gav gwelloc’h ar stourmoù hiniennel pe ar c’hevredelezhioù. C’hoant o deus seveniñ un dispac’h a enep ar Stad Bourc’hiz, lod anezho a dro war-du ar gwalldaolioù pe laerezh ar re pinvidik... Reizh eo laerezh d’al laer... Ar pec’heniezh prevez a zo laeroñsi... Sed aze luganioù an diveliourien. E 1873 en em gav kozh Bakounin ha kuitaat a ra ar c’hevredelezh jurasian. E 1874 e glask seveniñ un emsavadeg e Bolonia, met diskoachet eo an taol gant ar polis ha ne vo ket tu da Vakounin mervel evel m’en doa c’hoant : en e sav war ur bardell. Bevañ a ra bloavezhioù diwezhañ e vuhez etre Suis hag Italia, troc’het diouzh ar vuhez politikel. Mervel a ra Bakounin e Bern (kêr) d’ar c’hentañ a viz Gouere 1876. Gant e stourm politikel hag e labouriou teorikel ez eo Mikhaïl Bakounin unan eus tudennoù pennañ an diveliouriezh etrevroadel.

Oberennoù

E levrioù, hag a zo daveoù evit an diveliourien, a zo niverus, en o zouez:

  • Dieu et l’État (1871),
  • la Commune de Paris et la notion de l’État (1871),
  • l’État et l’Anarchie (1873) ...

DEFAULTSORT:Bakounin, Mic'hail